Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Bodad lenn e Naoned e miz Here
D'an 22 a viz Here o do tu al lennerien da vont pelloc'h c'hoazh : gant degemer rener Strollad ar Vro Bagan, Goulc'han Kervella tro-dro e zaou levr « Laenneg, medisin » hag « Aada ha Narki »
Ronan Herve Par Kentelioù an Noz le 8/10/10 7:55

D'ar 25 a viz Gwengolo eo bet plijet izili Kentelioù an Noz gant distro bodad-lenn ar gevredigezh. Goude daou viz o tizoleiñ « Laenneg, medisin » hag/pe « Aada ha Narki » e oa koulz ar varnadenn! Tro o deus bet al lennerien da eskemm alioù ha soñjoù diwar-benn pep a zaou levr skrivet gant Goulc'han Kervella.

D'an 22 a viz Here o do tu al lennerien da vont pelloc'h c'hoazh : gant degemer rener Strollad c'hoariva ar vro Bagan e Kreizen Dafar Sevenadurel Keltiek (KDSK) Sant-Ervlan e c'hallint kejañ ouzh ar skrivagner e-unan.

Gant plijadur e tabuto hag e responto Goulc'han Kervella da evezhiadennoù e lennerien entanet.

Ar bodad-lenn a vez kinniget ur sadorn bep miz hanter e KDSK tro-dro da zaou levr. Evit kaout muioc'h a ditouroù e c'hallit mont e darempred gant Kentelioù an Noz

dre bellgomz : 02 40 20 39 74

pe dre bostel : kann [at] netcourrier.com

KDSK

13 straed an Armolud,

Sant-Ervlan

Voir aussi :
logo
Ur gevredigezh stummañ an dud deuet d\\\'ar brezhoneg eo Kentelioù an Noz. El Liger-Atlantel e kas e obererezhioù.
Gwelout pennadoù all Kentelioù an Noz
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 6 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons