Hetiñ a ra Ar Vretoned Yaouank ur bloavezh mat deoc'h e 2009, bloavezh gouestlet da Europa. Spi a zo ganeomp e c'hellimp, ar bloaz-mañ, kenderc'hel gant tabut Europa, evit ma

Hetiñ a ra Ar Vretoned Yaouank ur bloavezh mat deoc'h e 2009, bloavezh gouestlet da Europa. Spi a zo ganeomp e c'hellimp, ar bloaz-mañ, kenderc'hel gant tabut Europa, evit ma c'hellfe Breizh adkavout he flas e broioù Europa.

Spi a zo ganeomp e vo ar bloaz-mañ hini an adunvaniezh, daoust ma rankomp chom war evezh ouzh diskleriadurioù graet gant pennoù-bras an UMP pe ar PS. Kalon vat a hetomp da 6 stourmer an adunvaniezh a vo barnet e miz C'hwevrer, evit m'o defe ar gwellañ barnedigezh posupl.

D'an holl re yaouank eus Breizh, hol luskad a het deoc'h ur bloavezh a zoare : bleuñvidigezh ha berzh-mat.

Bloavezh mat deoc'h holl

"Ar Vretoned Yaouank" zo skourr yaouank Strollad Breizh. Krouet e miz Meurzh 2007. Hor palioù zo sevel oberennoù ha kinnigoù evit ar yaouankizoù e Breizh, evit un dazont breizhat hag european, evit ur vro dishual, digor war ar bed, gouest da zivizout e dazont e-unan. (voir le site) Gweladenniñ hor lec'hienn.