Gwin gwenn ar vro ebet, Keriadenn gengred ebet, ha Bleu Breizh izel ebet ...

Gwin gwenn ar vro ebet, Keriadenn gengred ebet, ha Bleu Breizh izel ebet ...

Met petra a c'hoarvez ? Daou vloaz ' zo dija e oa gwin gwenn Bourdel serviijet er festival (marc'hadmatoc'h eget hini ar broduerien vihan Naoned kredapl, ha "sistem luzietoc'h eget hini sponsor ar festival", a oa bet respontet d'an dud o tiskouez e oant dipitet). Da c'houde' oa bet lavaret ne vefe ket mui eus Keriadenn gengred... ha bremañ ne vo ket heuliet ar festival gant France Bleu Breizh Izel met gant RTL. (http://www.rtl.fr/actualites/culture-loisirs/musique/article/le-festival-interceltique-de-lorient-avec-rtl-7749818871) France Inter, radio servij publik, a zo bet skarzhet evit ur radio privez a ra arc'hant hag a ro arc'hant, anat deoc'h.

Ma doue, biskoazh kemend-all ! Dija, pediñ ur vro geltiek a zifenn ar galleg forzh pegement oa un dra, met aze, ma ne vefe ket Radio bro Gwened, petra a chomfe eus ar festival war gwagennoù ar vro ???

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....