Gant 25 bloaz an TGV zo deuet c'hoant da Ai'ta ! Bro-Dreger, strollad Tregeriz evit difenn ar brezhoneg, kemer perzh er festoù. Kinniget en doa neuze bilhedoù tren EN BREZHONEG d'an dud a felle dezhe. A-fetepañs e oa bet staliet ur giched zovach disadorn da 5e00 goude merenn e

Gant 25 bloaz an TGV zo deuet c'hoant da Ai'ta ! Bro-Dreger, strollad Tregeriz evit difenn ar brezhoneg, kemer perzh er festoù. Kinniget en doa neuze bilhedoù tren EN BREZHONEG d'an dud a felle dezhe. A-fetepañs e oa bet staliet ur giched zovach disadorn da 5e00 goude merenn e ti-gar Gwengamp. Eno e c'halle an dud goulenn bilhedoù (faos siwazh !) en brezhoneg gant un implijad mousc'hoarzhus ken e oa. Ha n'ae ket 5 euro digant an dud na tamm gwenneg ebet, evit mann e oa !

Gant an ober-mañ e talc'h Ai'ta! gant e stourm a-benn lakaat ar brezhoneg da vont war-raok en tier-gar e Breizh. Diskwelet en deus Ai'ta! nag aezet e vefe degemer ar veajourien en brezhoneg er gichedoù, o c'houzout zo brezhonegerien e-touez implijidi an tier-gar (Gwengamp, Lannuon, Plouared...). Ur wezh ouzhpenn eo bet prouet ne vo ket ken diaes-se astenn implij ar brezhoneg e tier-gar Breizh-Izel en degemer, war ar skritelloù, er c'hemennadennoù dre-gomz, ha kement zo tout. Sur eo ha n'eo ket marteze !

Gouel penn-bloaz laouen TGV !

www.ai-ta.org / ai.ta@free.fr

Ai'ta ! Bro Dreger

Collectif de Trégorois pour la sauvegarde du breton, Ai 'ta ! est composé pour l'instant d'une vingtaine de jeunes dont le dénominateur commun est l'envie d'agir pour la langue bretonne, dont nous constatons au quotidien le déclin. Sa composition provisoire est représentative de la société bretonne avec des lycéens, employés, professeurs, étudiants, ouvriers… hommes et femmes, bretonnants et non-bretonnants, réunis dans un groupe appelé à se développer. <br>Nous sommes un mouvement ayant vocation à rassembler le plus de personnes possible. Car pour nous le salut de la langue bretonne doit être l'affaire de tous les Bretons, notamment des plus jeunes. C'est pour cela que nous allons œuvrer à fédérer toutes les personnes sensibles au devenir de la langue.
Ai 'ta ! n'est dépendant d'aucun pa En savoir plus