Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Bilañs distro-skol 2009 ar c'helenn divyezhek
Dre-vras eo bet gwelloc'h an distro-sol er bloaz-mañ evit an deskadurezh divyezhek. Gant ur c'hresk a 6,1% eo tremenet niver a vugale en-tu all da 13000. Eil keloù mat :
Visant Roue pour Office de la Langue Bretonne 44 le 23/10/09 2:14

Dre-vras eo bet gwelloc'h an distro-sol er bloaz-mañ evit an deskadurezh divyezhek. Gant ur c'hresk a 6,1% eo tremenet niver a vugale en-tu all da 13000. Eil keloù mat : digoret ez eus bet skolioù e pep hentad hag en holl departamantoù. Kresk Diwan er skolioù-mañ peurgetket (8,2%) zo eus ar c'hentañ. Ar c'hresk brasañ eo e-touez an holl hentennoù.

Koulskoude, n'eur ket sur e c'hallo an adlañs kresk-se bezañ kadarnaet er bloavezhioù da zont. E Breizh n'eo ket frammet a-walc'h diorren kinnig an deskadurezh divyezhek.

Karget ma vo eus ar politkerezh yezh publik e c'hallo ar benveg nevez a vo krouet evit ar yezh e 2010 bezañ un digarez brav da frammañ ar c'hinnig hag evel-se kregiñ da adc'hounit yezherien tamm-ha-tamm.

Evel bep bloaz eo bet embannet gant Arsellva an Ofis e studiadenn diwar-benn emdroadur ar c'helenn divyezhek. 6 lec'h nevez zo bet digoret evit a sell ouzh ar skolioù-mamm (3 a oa bet e 2008). 2 zo deuet gant rouedad Diwan e Rianteg (56) ha Savenneg (44), 2 gant an deskadurezh publik e à Pleuzal(22) ha Banaleg (29) pa'z eus bet digoret hentadoù gant an deskadurezh katolik e Lokmaria (35), Ploneour-Lanwern (29) ha Noal-Pondi (56) en ur serriñ lec'hiad Plouvien (29). En 2l derez n'eus bet nemet un digoradur (e Langedig en ur skolaj katolik) met an niver a skolajidi zo kresket a 10,45% memes tra (80% eus ar skolidi zo er 1añ derez atav). Un eil dra a verk an distro-skol : da gêr 1añ Breizh eo aet Roazhon evit an niver a skolidi divyezhek bremañ (574 anezho). Gant 748 skoliad ouzhpenn ez eo gwelloc'h distro-skol 2009 eget warlene enta. Padal, pa geñverier emdroadur ar c'helenn divyezhek e Breizh ouzh hini Elzas pe hini Euskadi e teu war wel ez a an diforc'h war gresk. Kement-se n'hall ket bezañ displeget hepken gant istor disheñvel pep bro. 1800 skoliad ouzhpenn zo en Elzas e 2009 hag en ur gêr vras evel Strasbourg ez eus bremañ 13 lec'h divyezhek publik (pa'z eus unan e Brest ha 2 e Roazhon). En Euskadi e vez kinniget ar c'helenn divyezhek er pep brasañ eus ar skolioù bremañ (54% e-skoaz 6% e Breizh). N'haller nemet stadañ emañ Breizh o tapout dale muioc'h-mui e keñver akademiezhioù all. Frammetoc'h eo programmadur kinnig ar c'helenn divyezhek eno. Er c'heñver-se ez eo krouidigezh ar framm publik nevez evit ar yezh un degouezh istorel evit an amzer da zont.

Evit gouzout hiroc'h pellgargit an teul kevret bet savet gant Arsellva ar brezhoneg.

Document PDF 16431_2.pdf . Source :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons