Embann a ra servij an Arsellva bilañs bloaziek ar c'helenn d'an oadourien : 4.880 den deuet o deus heuliet kentelioù brezhoneg e-kerzh ar bloavezh 2008, da lavaret eo +6 % e-keñver 2007.

Embann a ra servij an Arsellva bilañs bloaziek ar c'helenn d'an oadourien : 4 880 den deuet o deus heuliet kentelioù brezhoneg e-kerzh ar bloavezh 2008, da lavaret eo +6 % e-keñver 2007.

Mat-kenañ eo kresk an distro-skol-mañ evit an dud deuet enskrivet er c'hentelioù noz : +9,8 % e live an deraouidi ha +6 % en holl liveoù mesket. Eilpennet eo bet emdroadur ar sifroù e-keñver tuadur ar bloavezhioù tremenet. Kresket eo an niver a zeskidi evit ar wezh kentañ goude 10 vloaz digresk da-heul.

E takadoù pobletañ Breizh e kaver ar muiañ a dud deuet a zesk brezhoneg : Roazhon a chom ar gumun ma kaver ar muiañ a oadourien o teskiñ brezhoneg er c'hentelioù noz ha Naoned an eil.

E bro Gerne eo aet an niver a zeskidi ar muiañ war greskiñ en distro-skol-mañ : +37 %. Daougementet eo bet an niver a zeraouidi er vro-se e-keñver distro-skol 2007 a-drugarez al lec'hioù nevez digoret er vro gant Mervent da skouer. Lakaat a ra ar bilañs-se war wel efedusted ar frammoù a-vicher a genurzh ur rouedad kentelioù noz. Er broioù m'emaint staliet e kaver ar muiañ a skolidi.

Ur rummad nevez a zeu mat war wel en distro-skol-mañ : ar c'hopridi a heuilh kentelioù sizhuniek war o amzer labour ha war o lec'h labour. Ouzhpenn 200 goprad eo an niver a dud stummet war ar brezhoneg er mod-se.

An holl roadennoù dre ar munud evit ar c'hentelioù noz evit ar stajoù ha dre lizher a vo kavet er bilañs klok ao amañ-kevret.

Documents liés

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus