Laouen, an dud war an draezhenn ? Ya... Met evit ar re a ya da rouzañ da Vrest, Lannuon, ha Douarnenez, n'eo ket sur.

Brav ha tomm an amzer, dreist evit an douristed, evit ar bezhin glas ne lârfen ket. Adkroget eo hardizh an dastum anezhañ kostez Lannuon. E Brest, traezhenn Milin Wenn a zo glas ivez, goloet gant 10 santimetrad bezhin glas.

Er bloaz paseet e oa bet kroget an dastum ... E fin miz Even ! Soñjit 'ta, pegement a donennadoù a vo da zistruj, da sec'hiñ, ha tout al labour-se da vezañ paeet gant ar Vretoned.

War skritelloù FNE ne oa ket bet kontet gevier, daoust d'ar barn a vo d'ar 6 a viz Mae, abalamour d'ar c'hlemm savet gant ar Rannvro a-enep FNE. Piv a vo trec'h ? Anat eo ne vo ket aes difenn ur vro naet ha kempenn gant bezhin glas e pep lec'h war an aodoù war un dro ...

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....