- appel -
BEVAÑ, LABOURAT HA DIVIZOUT ER VRO !
NA ZEGEMEROMP KET MARV DIAWELET KREIZ BREIZH HA STEUZIADUR AR SERVIJ PUBLIK TOST D’AN DUD. A-enep diskar Kreiz-Breizh, Nac’homp krenn e vefe serret ar servijoù publik ! D’ar Sadorn 7 a viz Mae 2005 2 e. g.m. er Faoued Gelver a ra ar c'hKenstrollad Evit Difenn ar Servij Publik e
Par Bertrand Deléon pour Bemdez le 23/04/05 21:46

NA ZEGEMEROMP KET MARV DIAWELET KREIZ BREIZH HA STEUZIADUR AR SERVIJ PUBLIK TOST D’AN DUD.

A-enep diskar Kreiz-Breizh, Nac’homp krenn e vefe serret ar servijoù publik !

D’ar Sadorn 7 a viz Mae 2005 2 e. g.m. er Faoued

Gelver a ra ar c'hKenstrollad Evit Difenn ar Servij Publik e Kreiz-Breizh da vanifestiñ a-gevret a-enep ar serriñ servijoù publik e kreiz Breizh.

Gwareziñ ha diorren a vennomp : ar servij publik tost d’an dud, evit an holl ; ingaladur ar pinvidigezhioù hag an arc’hant foran ; an oberiantiz zo diwar ar maez, dre ur politikerezh e-sell da derkañ ar vro war-bouez servijoù publik miret ; ar boblañs, gwallgaset gant troioù ar marc'had : kevradoù gwan, dismantroù sokial, sevenadurel hag e penn, tremenvan ar vro.

Goulenn a reomp e vefe bodet dilennidi ar c'humunioù, re ar Rannvro hag ar Stad, ar sindikadoù, pennoù "Bro COB" Pays du Centre Ouest Bretagne", hag an embregerezhioù gant ar pal da gaout un emglev etre Rannvro Breizh, Bro COB hag ar Stad evit derc'hel ar servijoù publik e Kreiz Breizh.

Anat eo ne ra ket ar Stad e labour derc'hel ar servijoù publik e Breizh ; neuze eo d'hor bro ha d'he rannoù melestradurel d'ober war o dro diwar neuze. Hor bro he deus diskouezet e oa barrek da gas an traoù war-raok pa vez fiziet enni en ober. Al labour bet kaset da benn evit kempenn al liseoù pe reiñ lañs d'an TER en-dro e Breizh zo ur skouer vat a dalvez e rank ar Vreizhiz mêrañ ar servijoù publik.

--------------------------------------------------------------------------------

Evit-se ez eus ur c’henstrollad krog da sevel :

Izili kentañ : UDB Kreiz-Breizh (Unvaniezh Demokratel Breizh) ; SLB (Sindikad Labourerien Breizh) ; Kevredelezh Vreizh ; CARB (Kenurzhierezh a-enep gwaskerezh e Breizh) ; Breizh 2004 ; Bemdez.

--------------------------------------------------------------------------------

Deuit er c’henstrollad :

Kevredigezh / Association BEMDEZ Ti ar c’hevredigezhioù / Maison des associations 6 straed ar Govuerezh / 6 rue de la Tannerie 56 000 GWENED / VANNES – BREIZH / BRETAGNE – Pgz : 06 11 51 43 15 (voir le site)

Voir aussi sur le même sujet :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 1 multiplié par 5) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons