- Communiqué de presse -
Bevañ ha labourat er vro
Bevañ ha labourat er vro ! Kerkent hag echu gant ar maread touristel e vez prennet dorioù meur a gumun Breizh. Ha piv n'eo ket bet souezhet o welout dezerzhiekadur takadoù
Par Ronan Le Gall pour Adsav! Strollad pobl Vreizh le 17/10/10 21:38

Bevañ ha labourat er vro !

Kerkent hag echu gant ar maread touristel e vez prennet dorioù meur a gumun Breizh. Ha piv n'eo ket bet souezhet o welout dezerzhiekadur takadoù zo kêraozet-tre koulskoude ? E meur a lec'h ez eus betek 78% eus ar savadurioù hag a zo eil annezoù, ar pezh a lak ar c'humunioù-se da vout kêrioù tasmant da vat !

Fellout a ra da Adsav!, Strollad Pobl Vreizh, diskuliañ kudenn an eil annezoù ha kinnig diskoulmoù, eeun hag efedus, evit ma chom bev hon aodoù.

E penn kentañ, spletoù evit ar Vreizhiz :

Goulenn a reomp e vefe lamet gward ar rannvro hag an departamantoù war pourvezadenn al lojeizoù sokial evit e fiziout en hini ar c'humunioù. Ar gumun an hini eo a dermeno an dezverkoù pourvezañ. Mod-se ez aio a-du ar c'humunioù gant ur mennozh bet difennet gant Adsav! abaoe ar penn kentañ :

RENK A-RAOK EVIT RE AL LEC'H !

Da eil, evit difenn buhezegezh kumunioù an arvor, e vez erbedet ganeomp ur c'hresk en taosoù evit prenerien ha gwerzherien eil annezoù. Hervez an INSEE o defe perc'henned eil annezoù korvoderioù kalz uheloc'h eget re ar berc'henned all ha kalz koshoc'h e vefent ivez : ouzhpenn 50 vloaz. Setu perak ez eus ezhomm eus ur boblañs oberiant a harpo lusk hor c'humunioù (implijoù, stalioù kenwerzh, skolioù,...).

A-drugarez d'an taos war an doare treuzgreadoù-se e vo paouezet gant kresk priz an tier, ar pezh a sparlo ouzh ermaeziadeg ar boblañs lec'hel war-zu ar meurgêrioù, en ur harpañ un diorren lec'hel padus o warantiñ an implij hag ar rouedad sokial, hag o toujañ d'an endro.

Voir aussi sur le même sujet :
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 5 multiplié par 7) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons