27000 levr gwerzhet en ur miz hanter, 55 000 embannet a-benn nebeut, berzh forzh pegement e ra levr Herve Lossech. Displegadennoù ar skrivagner.

Bez e vo moullet 55.000 skouerenn a-benn ar 27/12 . Hervez an embanner ez eus bet gwerzhet un tu all de 27.000 skouerenn d'an devezh a hiziv. Da lavaret eo : ur miz hanter goude m'eo deuet er-maez ha daoust ma vefe manket ingal e kement stal ma oa bet lakaet e gwerzh. An dud a lamm warnañ. Ur burzhud pa lavaran deoc'h. 

Ur bern traoù en deus klevet Herve Lossech digant an dud :

Da skouer, frazenn ur vaouez war-dro 80 vloaz : "Alors, main'nant on a droit de parler comme ça". 

Un den, stourmer evit ar brezhoneg abaoe pelle en deus lavaret dezhañ : "graet ho peus muioc'h en ur miz evit ar brezhoneg, egedon e-pad ugent vloaz stourm" ...

Alies e vez klevet gantañ ar gerioù :" fierté, déculpabilisation, déshinibition, identité., racines, mondialisation..."

Tost da nav den war zek  a zo kontant-tre pa ginnig Herve ur sinadur e brezhoneg (tud kêr kenkoulz hag e parrezioù bihanoc'h). "Da soñjal a zo war se. Ne vez ket taolet evezh a-walc'h marteze ganeomp, dre m'emaomp re e-barzh ar jeu pe etrezomp, ez eus ur bern tud all tomm gant ar bzg ivez. Kalz muioc'h hag a vefe soñjet d'am soñj", eme Herve.  

Un dra all : Plijout a ra kement al levr e Brest, en Oriant, Sant Brieg, Gweneg ha memes e Roazhon. Ar pezh n'am befe ket soñjet biskoazh.

"On ne le vend pas, on le distribue " a vez klevet.

Ur frapad diaes e vo betek an 27/12 evit kaout al levr, met goude e tlefe bezañ kempouez an traoù. 

Ur bern sinaduriou en deus graet e pep lec'h. Hag ur bern tud divroet a oa laouen da gaout al levr-se. 

Setu perak en deus soñjet an embanner brudañ an afer kostez Paris hag er c'hêrioù bras adalek  miz Genver. 

Ha setu "Bretonnismes" deuet da vezañ best seller mare Nedeleg 2010..