

Evit ar wech kentañ, e c’hello ar vrezhonegerien ober o mad eus rekipeoù Nathalie Beauvais en ur ober gant yezh o c’halon, a-drugarez d’al levr kaer-tre se, a zo strollet ennañ 80 rekipe ar gegin breizhat n’haller tremen hebioù
Evit ar wech kentañ, e c’hello ar vrezhonegerien ober o mad eus rekipeoù Nathalie Beauvais en ur ober gant yezh o c’halon, a-drugarez d’al levr kaer-tre se, a zo strollet ennañ 80 rekipe ar gegin breizhat n’haller tremen hebioù (172 pajenn). Lusket eo bet ar chanter-se gant Strollad Labour Brezhoneg Produet e Breizh, a-gevret gant embannadurioù Coop Breizh. Kemeret e vo tro eus hon emgav evit diskouez deoc’h disoc’h raktres Best of Breizh e brezhoneg hag oberoù Produet e Breizh evit diorren ar brezhoneg.
Rencontre de Malo Bouëssel du Bourg, directeur de l’association Produit en Bretagne.
Goude an taol-kalon 2013, petra en deus broudet ac’hanoc’h da dreiñ an destenn-mañ ?MBdB : N'eo ket deuet al loc’hañ eus ar Priz Pik Kalon bet roet d’al levr e 2013 tre-ha-tre. Deuet e oa din ar mennozh treiñ levr diwezhañ Nathalie Beauvais e brezhoneg daou pe tri bloaz zo. Ha ne oa ket hemañ. Nathalie hag Arnaud eo o deus lavaret din, gant gwir abeg, e vefe poellekoc’h dibab Best of Breizh, dre natur ar rekipeoù lakaet war wel diouzh un tu (eus rekipeoù breizhek n’haller ket tremen hebioù ez eus anv), ha diouzh un tu all dre m’en doa resevet al levr-se Priz Pik kalon Produet e Breizh. Gant se en doa al levr ul liamm kreñv gant Produet e Breizh. Alese ur reizwiriegegezh doubl. Nathalie hag Arnaud, gant brokusted vras evit ar brezhoneg, o deus profet ar gwirioù deomp evit ur bennozh Doue.
ABP : Ul levr rekipeoù Breizh… e brezhoneg. Peseurt talvoudegezh evidoc’h hag evit ho kevredigezh ? MBdB : Bep bloaz e vez kaset da benn ur raktres evit diorren plas ar brezhoneg er vuhez ekonomikel ha sevenadurel gant Produet e Breizh. Rankout a ra ar yezh en em ziskouez er-maez eus ar skol. Adpec’hennañ ar yezh a dalvezh kement ha kemer perzh er vuhez foran e brezhoneg, ent-laouen, dre ar c’hoari, dre ar c’hrouiñ, dre ar blijadur. Deskiñ en ur ebatal, gwelloc’h pedagogiezh ne ve ket kavet ! Goût a ouzon ez eus strolladoù keginañ e kevridigezhioù lec’hel zo. Met ne oa benveg a-feson ebet en o c’herz betek-henn. Ul levr hag a rafe enor d’hor gastronomiezh koulz ha d’hor yezh. Graet eo gant Best of Breizh e brezhoneg. Ul levr hollgaer eo, ha savet mat. A zo gwelloc’h, ne vo ket diaes d’an dud ober gantañ. Oberenn ur benngeginourez eo hag a oar treuskas an hengoun en ur zegas ur sell a-vremañ war hor gastronomiezh. Gant Arnaud e vez kinniget kuzulioù prizius ar gwinoniour. Nathalie hag Arnaud zo anezho daou zen tomm o c’halon. Se a vez santet a-dreuz lenn, gant niver al luc’hskeudennoù ma weler bugale ha krennarded warno paneveken.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !