Plijadur a zo bet forzh pegement disadorn da noz dindan ti-kêr Brest evit gouel Ai'ta ! evel bep bloaz.
Niverus e oa an dud deuet da gemer perzh evit souten oberoù hor strollad Ai'ta ! Tud yaouank a vil vern a zo bet gwelet, ha brezhoneg 'leizh o begoù.
Kement ha bezañ holl asambles eo bet degaset da soñj e vo aozet chadennadoù tud e Brest, Roazhon ha Naoned a-benn ar sadorn 9 a viz C'hwevrer, ha pedet eo bet an holl da zont niverus evit diskouez hor c'hoant da gaout ur wir chadenn skinwel evit Breizh.
Trugarez d'an holl dud bet o sikour evit prientiñ ar gouel, trugarez d'an holl arzourien o deus dudiet ha lakaet ac'hanomp da zañsal an nozvezh-pad, ha trugarez d'an dud a oa deuet da souten ac'hanomp.
Trugarez deoc'h mignoned, ezhomm hon eus ac'hanoc'h evit mont war-raok atav ! Deuit da gemer perzh e Ai'ta ! ha da sikour hor yezh da vont war-raok. Tout an dud asambles, brezhoneg bev hag ofisiel !