Yes  we can !
Yes we can !

Kentstrivadeg Berr-Berr. Filmoù no-budget ha graet ba' gêr. Lakaat Breizh hag he yezh war wel, lakaat ijin ar Vretoned da labourat, setu spered ar gentstrivadegig-mañ, a vo dalc'het evit ar wech kentañ

Kentstrivadeg Berr-Berr : Filmoù no-budget ha graet ba' gêr Lakaat Breizh hag he yezh war wel, lakaat ijin ar Vretoned da labourat, setu spered ar gentstrivadegig-mañ, a vo dalc'het evit ar wech kentañ da geñver Gouel ar Brezhoneg e Kawan (Treger) ha kalz pelloc'h ma ra berzh awalc'h.
Kasit deomp — Buan, betek ar 16 a viz Mae !!!!! — ho filmoù graet ba' gêr : , mod-all ne tremenfent ket !!!! Forzh peseurt doare 'vefe gante : faltazi, diellfilmoù, animasion, diaporama… (Gant ma ne vefe ket, eveljust, danvez faskour pe gwenngasour enne - gant ma vefent e brezhoneg… pe mut). Ne vo degemeret nemet ar filmoù digant hiniennoù pe kevredigezhioù, filmoù graet etre miz Mae 2009 ha Mae 2010 : diskouez traoù nevez graet a fell deomp ober. Goulennet e vo gant an dud votiñ war internet evit an 3 film kavet ar gwellañ gante, betek ar Sadorn 22 a viz Mae, hanternoz. Disoc'hoù d'ar Sul 23 da 12 eur e Kawan. Diskouezhet vo un dibab ledan a filmoù da geñver ar gouel, ha pelloc'h.
Evit gwelet ar filmoù postet dija : http://www.youtube.com/results?search_query=berrberrbzg&aq=f Evit kas ho filmoù/kaout titouroù : 02 98 21 30 59 kristian@blazproduktion.com pe fanny.chauffin@laposte.net (N'omp ket o c'hortoz pennoberoù, setu arabat kaout aon/bezañ re lent !) Ale, 'benn damaik !