
Kinniget e vo gant Bernez ha skolidi kentelioù noz Kastell Nevez un abadenn barzhoniezh e brezhoneg penn da benn, mar plij. Nevez amzer vat d'an holl varzhed war an douar !
Nozvezh gouestlet d'ar barzh Bernez Tangi a zisplego e varzhonegoù. Barzhonegoù brezhoneg gant Anjela Duval, Jakez Riou, Per-Jakez Helias, Naig Rozmor lennet gant skolidi kentelioù-noz Kastell-Nevez-ar-Faou. Mont e-barzh evit netra.
Oaled Landelo, 02 98 93 87 86, oaled-landelo@orange.fr ; http://oaledlandelo.hautetfort.com/
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !