An abadenn « Café Breton » d'ar meurzh 4 a viz Genver, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest, a zegemero Bernez Tangi, kaner, barzh ha livour anavezet. Redek

An abadenn « Café Breton » d'ar meurzh 4 a viz Genver, 6 eur noz, stal-levrioù Dialogues, straed Siam e Brest, a zegemero Bernez Tangi, kaner, barzh ha livour anavezet.

Redek ar bed en deus graet Bernez Tangi goude e studioù (Europa, Amerika, Azia, Afrika). Bet eo bet e penn kentañ ar strollad Storlok er bloavezh 1976. Pladennoù all zo deuet da heul war e anv e-unan, evel « Lapous an tan », e 2009. E-giz barzh en deus embannet al levr « Ar Saouzanenn » e 2010.

Lavarout a raio barzhonegoù, kanañ a capella ha kaozeal gant ar re a zeuio d'e glevout. E brezhoneg penn da benn !

Michel Treguer

Michel Treguer est l'animateur bretonnant des rencontres “Café breton” qui se déroulent à la Librairie Dialogues de Brest. <br>Forum Roull<br>29200 Brest <br>Tel : 02 98 44 88 68. Site de la Librairie : http://www.librairiedialogues.fr/ En savoir plus