D'an 23 a viz Du e vo aozet gant Kentelioù an Noz ur veilhadeg kontet e brezhoneg e Yezhoù ha Sevenadur. Un darvoud simpl ha degemerus tro-dro ar gontadenn hag

D'an 23 a viz Du e vo aozet gant Kentelioù an Noz ur veilhadeg kontet e brezhoneg e Yezhoù ha Sevenadur. Un darvoud simpl ha degemerus tro-dro ar gontadenn hag ar c'hanañ, evit an holl.

Ar veilhadeg a zo aozet e framm ar Beilhadegoù Kontet e Breizh, kenurzhiet gant an Institut Culturel de Bretagne.

Kregiñ a raio da 8e noz, e 13 straed ar Breolimer e Sant-Ervlan, gant Armand Tosser, Yann-Bêr Quirion, ha tud all. Kontet, kanet, sonet ha lennet e vo e-kerzh an nozvezh... Ar muiañ a dud a vo evit kemer perzh, ar gwellañ e vo an nozvezh.

Digor eo d'an holl o defe plijadur o tont ha kontañ pe kanañ, ha/pe dont da selaou. Digoust hag hep enskrivadur.

Kentelioù an Noz

« Kentelioù an Noz » ou cours du soir. Cette association Loi 1901 propose des cours du soir de breton pour les adultes de Loire-Atlantique depuis 1985. Les cours sont dispensés par des professeurs formés à l’enseignement pour adultes. Kentelioù an Noz organise également des activités culturelles et de loisirs afin de promouvoir la langue bretonne et la culture celtique en général en Loire-Atlantique. En savoir plus