Bec\'h De\'i ! Digreizennañ  abadenn III ! Tabut d\'al 
Lun 18 a viz Meurzh  da 8e30 noz war Brezhoweb.
Bec\'h De\'i ! Digreizennañ abadenn III ! Tabut d\'al Lun 18 a viz Meurzh da 8e30 noz war Brezhoweb. © Domaine public

BEC'H DE'I ! D'al Lun 18 a viz Meurzh, da 8e30 war Brezhoweb. Digreizennañ, abadenn III : petra zo da c'hortoz ? Unan eus gouestloù pennañ François Hollande e oa. Peseurt soñj a c'heller kaout

BEC'H DE'I !

D'al Lun 18 a viz Meurzh, da 8e30 war Brezhoweb.

Digreizennañ, abadenn III : petra zo da c'hortoz ?

Unan eus gouestloù pennañ François Hollande e oa. Peseurt soñj a c'heller kaout e-keñver ar raktres lezenn zo war sevel dindan ren maerez kozh Montroulez, Marylise Lebranchu ?

Bec'h d'an tabut war Brezhoweb ha Tébéo, kaset en-dro gant Lionel Buannic ha Kristian Rivoalen (Radio Kreiz-Breizh), gant :

  • Jean-Luc Bleunven, Kannad eus Plabenneg (DVG)
  • Herve Guelou, maer Plufur ha kuzulier-rannvro (UMP)
  • Frédérique Le Nedellec, kuzulierez-kêr e Brest (UDB)
  • Yann Jestin, eil-maer Lesneven (Strollad Breizh) hag ezel eus ar Scottish National Party.
  • Gérard Gwenn, eil-maer Boneur ha bes-prezidant Tolpad-Kumunioù ar Yeun Elez (Talbenn an tu-kleiz)
  • Bernez Kabon, maer kozh Gwimaeg (PS)

Abadenn e brezhoneg war-eeun eus Gwimaeg (kafe-levrdi Caplan, kêriadenn Poul-Rodoù). Digor d'an holl : degemer an arvesterien da 8e00.

War www.brezhoweb.com.