Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
BANNAÑ FILMOU GANT TI AR BREZHONEG
Tri bloaz a zo bremañ e kinnig d'ar brezhonegerien Pariz hag tro dro Ti Ar Brezhoneg filmoù e brezhoneg. Ar bloaz-mañ adarre e vo bannet filmoù, tresadennoù bev evit lavar gwir
Bruno Le Gras pour abp le 17/01/11 3:56

Tri bloaz a zo bremañ e kinnig d'ar vrezhonegerien Pariz hag tro dro Ti Ar Brezhoneg filmoù e brezhoneg.

Ar bloaz-mañ adarre e vo bannet filmoù, tresadennoù bev evit lavar gwir gant TAB e Pariz.

Aterset hon eus Aude Merrien, sekretourez ar gevredigezh.

Gant sikour Skol Diwan Pariz ha Mission Bretonne/Ti Ar Vretoned e vez aozet an oberiantiz-se.

Daoust d'an abadenn-se bezañ digor d'an holl eo aozet e penn kentañ evit ar vugale skoliatet e Skol Diwan Pariz dre m'eo Aude mamm skolidi. Hi a lavar eo "pouezus...evit ar yezh hag ar vugale da selaou brezhoneg er-maez eus ar skol". Ur gevredig nevez eo evit ar pezh a denn ouzh ar brezhoneg e rannvro Pariz, anat eo.

Penaos e vez graet? Prestet e vez ar sal hag an dafar bannañ gant Ti Ar Vretoned abaoe deroù an oberiantiz e 2009 a lavar Aude ha zo roet dorn dezhi gant Job Montfort prezidant ar gevredigezh ha Kristin Ar Menn bet prezidantez a-raok.

Daoulagad Breizh a feurm an dresadennoù.

Memestra e koust ker da TAB aozañ an dra-se hag ar priz mont-e-barzh goulennet n'eo ket trawalc'h evit paeañ an holl frejoù.

Spi he deus ar gevredigezh e teufe niverusoc'h-niverusañ an dud er bloaz-mañ.

Re ger e vefe asantiñ da c'houlennoù an dud gour bannañ ur film evito a lavar Aude; eveljust int pedet mont da gemer perzh en abadenn-se rak e plij alies ivez an dresadennoù bev d'ar re deut; ouzhpenn da-se eo dav anzaout eo aesoc'h evit an deraouidi e brezhoneg komprenn un istor evit ar vugale eget ur film evit ar re vras.

Ma n'ho peus netra gwelloc'h d'ober e fin ar miz, deuit neuze da bleustriñ war ho yezh en ur gaout plijadur da zizoleiñ pe da welout en-dro tresadennoù bev brudet.

Pelec'h e vo?

E Ti Ar Vretoned / Mission Bretonne 22, straed Delambre 75014 Pariz

Evit gouzout hiroc'h :

(voir le site)

tiarbrezhoneg [at] gmail.com

pe 09 66 84 78 34

Document PDF 21026_2.pdf skritell luc'hvannañ TAB. Source : Ti Ar Brezhoneg
Cet article a fait l'objet de 1124 lectures.
logo
Ur kelaouer ABP lies-mediaou evit Bro Gerne eo Philippe Argouarch. E miz Here 2003 krouet en deus ABP. Da gentañ, webmaster an International Herald Tribune e Paris ea bet, ha da gentañ adarre, unan an tri webmasterioù ar Wells Fargo Bank e San Francisco. Labourat en deus ivez e \"start-upioù\" hag en ur arnodlec\'h enklask e Stanford skol veur (voir le site) ha (voir le site) .
Gwelout pennadoù all abp
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 3 multiplié par 5 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons