Kinnig a ra Gorre ha Goueled ur valeadenn war an aod e Rostivieg - Loperc'hed d'ar Yaou 30 a viz Mae. Gant ar valeadenn-se e vo echuet an heuliadenn abadennoù kinniget

Kinnig a ra Gorre ha Goueled ur valeadenn war an aod e Rostivieg - Loperc'hed d'ar Yaou 30 a viz Mae.

Gant ar valeadenn-se e vo echuet an heuliadenn abadennoù kinniget gant ar gevredigezh e-pad ar bloavezh, an temoù zo bet gwelet zo diwar-benn sevenadur hag identelezh Breizh: (ar Barzhaz Breizh gant Kervarker, Bro Gozh ma Zadoù: kan broadel Breizh, al liammoù Breizh - Kerne Veur, ar goulenn evit ur chadenn skinwel e brezhoneg, ha stourmoù evit ar yezh).

Loc'het e vo ar bourmenadenn eus porzh Rostivieg evit heuliañ gwenojenn an aod, emgav da 18 eur 30 dirak ar Greizenn Bageal.

Gorre ha Goueled

Association pour la promotion de la langue et de la culture bretonnes à Loperhet et communes environnantes En savoir plus