Publier | S'accréditer | | S'abonner à une newsletter | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
Politique La réunification Economie Agro Mer Environnement Vidéos
photo
Stajidi 6 miz Pol brezhoneg SKol An Emsav gant o renerez o c'helennerien prezidantez hag izili Kentelioù An Noz e Kastell An Duked.
photo
- Communiqué de presse -
Baleadenn Stajidi 6 miz Pol Brezhoneg Skol An Emsav e Naoned
Dizoloiñ unan deus kerioù-penn Breizh e brezhoneg sed aze ar pezh zo bet graet gant un ugent stajiad bennak deuet eus Roazhon betek an Naoned d'ar gwener 13 a viz C'Hwevrer
Par Olier Ar Mogn pour Skol An Emsav Pôle Langue Bretonne le 20/02/09 4:25

Baleadenn Stajidi 6 miz Pol Brezhoneg Skol An Emsav e Naoned

Dizoloiñ unan deus kerioù-penn Breizh e brezhoneg sed aze ar pezh zo bet graet gant un ugent stajiad bennak deuet eus Roazhon betek an Naoned d'ar gwener 13 a viz C'Hwevrer. Boulc'het o doa d'ober tro ar brezhoneg e 180 devezh e deroù miz Genver e Pol brezhoneg Skol An Emsav e Roazhon, evit cheñch deus ar c'hentelioù ha gwelet e c'heller bevañ e brezhoneg e kerioù bras all ar vro e oant bet kaset da zizoloiñ kreiz-kêr Naoned. Degemeret e oant bet gant izili burev Kentelioù An Noz, kaset gante betek kastell an duked (gweladennet e brezhoneg a-drugarez da selaouelloù e yezh ar vro), a-raok mont da zebriñ asambles, ha derc'hel gant tro ar c'hreiz kêr istorel. N'eo ket souezhus kement se e klaskfe frammoù evel Pol Brezhoneg Skol An Emsav ha Kentelioù an Noz da dostaat an eil eus egile. Hervez Ofis ar Brezhoneg ez eo en div gêr-se e kaver ar muiañ a dud enskrivet e-touesk an oadourien evit deskiñ brezhoneg. An hevelep ezhommoù sokial zo evit an deskidi, dav eo respont d'an diouer a vrezhonegerien a-vihanik , d'an diouer a vrezhoneg er mediaoù, terriñ raksoñjoù a zalc'h da liammañ ar brezhoneg gant Breizh-Izel hepken pa ne vez ket gant ar vuhez diwar ar maez, ha kavout digarezioù evit krouiñ emgavioù ha rouedadoù etre an dud a gomz pe a glask komz brezhoneg. Setu perak moarvat ez eus raktresoù boutin all etre an daou framm. Daou staj brezhoneg a vo kinniget gant Pol brezhoneg Skol An Emsav ha Kentelioù An Noz e miz Gwengolo hag Here da zont, e savadurioù Yezhoù ha Sevenadur e Sant Ervlan. Gellout a ray an dud heuliañ e-pad 35e ar sizhun stajoù live 0,1 ha 2 evit mont war-raok e brezhoneg ha kement mañ e-doug stajoù micherel (gant gratadur ar stummadur dibaouez). D'ur mare ma komzer muioc'h mui deus an darempredoù a vo moarvat stankoc'h etre Roazhon ha Naoned ez eo poellek a-walc'h ar c'henlabour nevez mañ.

Skol An Emsav : (voir le site)

Kentelioù an Noz : (voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : cours de breton
Share on LinkedIn Partager sur LinkedIn
Cet article a fait l'objet de 1543 lectures.
logo
[ Gwelout pennadoù all Skol An Emsav Pôle Langue Bretonne ]
-- Vous serez notifié des nouvelles publications.
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 4 multiplié par 1) ?

ABP

Agir

Nous suivre

2003-2025 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons