Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Agenda -
Baleadenn e brezhoneg e karter ar Marais (Pariz)
Aozet e vo ur baleadenn e karter ar Marais d'ar sadorn 2 a viz Mezheven, gant Ti ar Vretoned ha Ti ar Brezhoneg. Brezhoneger oc'h pe o teskin brezhoneg emaoc'h (live 2,
Florent Grouin pour Mission Bretonne - Ti ar Vretoned le 22/05/12 12:38

Aozet e vo ur baleadenn e karter ar Marais d'ar sadorn 2 a viz Mezheven, gant Ti ar Vretoned ha Ti ar Brezhoneg.

Brezhoneger oc'h pe o teskin brezhoneg emaoc'h (live 2, 3, 4, e Ti ar Vretoned) hag ho peus c'hoant da dremen un abardaezvezh plijus e brezhoneg evit deskin ur bern traoù diwar-benn istor Pariz.

Deuit da zizolein karter ar Marais gant Kristin Ar Menn (Ti ar Brezhoneg)

- graet e vo un droiad war droad er c'harter ;

- tremen a raimp e-bioù monumentoù brudet-tre (ar mirdi Carnavalet, plasenn ar Vosges hag all) ;

- pe e-bioù monumentoù liammet gant istor Bro C'hall (an « hotels particuliers » hag all) ;

- pe e-barzh straedoù leun a istor (straed ar bodoù-roz, rue des Rosiers da skouer) ;

- ha kontet vo deoc'h istor ar monumentoù-se.

E fin an abardaez e vo paket un banne asambles en un davarn.

Pegoulz : d'ar sadorn 2 a viz Mezheven etre 15 e ha 18 e

An emgav : Dirak mont er maez metro Saint-Paul da 15 e

Métro : Saint-Paul (linenn 1)

Priz : pep hini a roio ar pezh en deus c'hoant + priz ur banne en un davarn.

An arc'hant dastumet a vo roet da dTi ar Brezhoneg

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 0 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons