Paludoù
Paludoù

Ur valeadenn a-feson e Bourc'h-Baz kinniget gant Kentelioù an Noz Gwinieg ! Loc'hañ a raimp da 9e45 vintin, dirak iliz Sant-Wenole, er vourc'h. Tu 'vo deomp da bignat gant tour an

Ur valeadenn a-feson e Bourc'h-Baz kinniget gant Kentelioù an Noz Gwinieg !

Loc'hañ a raimp da 9e45 vintin, dirak iliz Sant-Wenole, er vourc'h. Tu 'vo deomp da bignat gant tour an iliz evit gwelout ar paludoù a zo tro-dro. Baleet e vo dre straedoù ar bourk ha tro hor bo da selaou unan eus brezhonegerien ar vro, Sylvain Bahuaud. Brezhoneg ar vro, dañsoù ha kanaouennoù Bourc'h-Baz war roll ar gejadenn !

Goude merenn e vo heuliet hent ar valtouterien ha ma vez brav an amzer e c'hallimp kouronkañ e fin ar bourmenadeg.

Degasit ho poued, ha dour evit an devezh. Digoust eo ar bourmenadeg (met koustañ a ra war-dro 2¤ bizitadenn tour an iliz, met n'eo ket rediet mont).

Muioc'h a ditouroù war breton-nantes.org pe d'ar 02 40 20 39 74

D'ar Sadorn 13 a viz Even. Da 9e45, dirak iliz Sant-Wenole, e Bourc'h-Baz. Fin ar valeadenn da 5e.

Kentelioù an Noz

« Kentelioù an Noz » ou cours du soir. Cette association Loi 1901 propose des cours du soir de breton pour les adultes de Loire-Atlantique depuis 1985. Les cours sont dispensés par des professeurs formés à l'enseignement pour adultes. Kentelioù an Noz organise également des activités culturelles et de loisirs afin de promouvoir la langue bretonne et la culture celtique en général en Loire-Atlantique.