
Lakait daouzeg baleer d'ober eizh kilometr, da addizoleiñ ur c'hêr, dre istor ur maner, ar peulvanioù, ar gorriganed...
Lakait daouzeg baleer d'ober eizh kilometr, da addizoleiñ ur c'hêr, dre istor ur maner, ar peulvanioù, ar gorriganed...
Lakait anezho da vont e vinojennoù n'anavezont ket, komzit brezhoneg dezho evit gouzout penaos e vez lavaret "kaol moc'h, trichin, dervenn, ..."en galleg.
Erruit da c'houde en ur chapel, fresk, brav gant kizelladurioù e koad koshoc'h eget eizh kant bloavezh, lakait anezho da gaout un tamm repoz 'kichen ar feunteun... Hag ar burzhud : klevout un den komz brezhoneg adarre ... gant ar blijadur da welout tud all o komz brezhoneg etrezo !
Un dro vale a-benn nebeut er vro : Tro Dro Kemperle, d'ar sul 6 a viz Gouere, ba Kemperle (3 km, 7 km ha 14 km). Un digarez da welout tud brudet ar vro ha kanerien, sonerien, diskouezadegoù, filmoù e brezhoneg graet a-ratozh evit lakaat brezhonegerien yaouank ha kozh d'en em gompren gwelloc'h !
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !