368 vues

Iztitlet oa bet video Baiona en brezhoneg evit ma c'hellfe an dud e Breizh kompren stourm ar re yaouank

Iztitlet oa bet video Baiona en brezhoneg evit ma c'hellfe an dud e Breizh kompren stourm ar re yaouank.

Abaoe pell dija e vez goulennet ingal gant ar re yaouank e lise Baiona gallout tremen ar bak en euskareg. Evito n'eo ket poellek pleustriñ en euskareg a-hed ar bloaz ha bout rediet da dremen an arnodenn en galleg. Ha ma vefe an hevelep stourm un devezh bennak, e Karaez ?

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....