D'ar 4 a viz Kerzu, da-geñver lid-kinnig pladenn nevez Bagad Landerne « War-zu al loar » e oa bet roet al label Ya d'ar brezhoneg d'e brezidant Loïc Pezennec. Dirak Tangi Thomin, den dave « Ya d'ar brezhoneg », Thierry Chapelet, prezidant kozh ar bagad ha Yann-Bêr Thomin, kuzulier-rannvro e karg eus ar politikerezh yezh

D'ar 4 a viz Kerzu, da-geñver lid-kinnig pladenn nevez Bagad Landerne « War-zu al loar » e oa bet roet al label Ya d'ar brezhoneg d'e brezidant Loïc Pezennec.

Dirak Tangi Thomin, den dave « Ya d'ar brezhoneg », Thierry Chapelet, prezidant kozh ar bagad ha Yann-Bêr Thomin, kuzulier-rannvro e karg eus ar politikerezh yezh e oa bet roet gant Fulup Jakez, rener an Ofis, al label live 1 d'ar bagad.

Eizh ober zo bet kaset da benn vat c'hoazh gant ar bagad hag e c'hell an Ofis eta, goude bezañ gwiriet kement hini, reiñ al label da vrudañ ul labour graet a-zoare evit ar yezh ha kaset ingal gant ar bagad evit sonerezh ar vro.

Diwar-vremañ emañ skoroù ar gevredigezh en div yezh ; kartennoù hetoù ; pedadennoù ; logo ar framm ; roll-labour an emvodoù ; paper-lizher ; teulioù melestradurel (statutoù ; kevratoù) ; kartennoù-ezel, skritelloù ha plegfollennoù.

Ur skouer d'ober kemend-all e Breizh eo Bagad Landerne evit an holl a fell dezho lakaat ar yezh da vevañ.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus