Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Interview -
Atersadenn ur paotr yaouank eus al listenn Ni Ho Savo Breizh : Gwenole ar Gov
Ha gellet a rez en em ginnig berr ha berr ? Gwenole Ar Gov eo va anv. 28 bloaz on ha bevañ a ran e Lesneven. Skolaer erlec'hier e Diwan on. Perak
Christian Troadec Par Nous te ferons Bretagne le 3/03/10 12:17

Ha gellet a rez en em ginnig berr ha berr ?

Gwenole AR GOV eo va anv. 28 bloaz on ha bevañ a ran e Lesneven. Skolaer erlec'hier e Diwan on.

Perak 'ta out kroget d'ober politikerezh ?

Kroget on bet gant ar bolitikerezh en ur vezañ ezel eus Strollad Breizh gant strollad ar Vretoned Yaouank (re yaouank ar strollad). Ma 'm eus kroget gant kement all eo peogwir e soñj din n'eo ket a-walc'h klemm. D'am soñj eo efedusoc'h lakaat e plas an dilennidi a zo bremañ reoù a gred en un dazont breizhat kentoc'h eget klemm a-hed an amzer, en ur ober manifestadegoù pe ehanoù-labour, evit klask kendrec'hiñ dilennidi na reont ket forzh anezhi !

Ouzhpenn-se, hiziv an deiz ez eus ganeomp skouerioù en Europa na oa ket diouto 30 vloaz zo (Katalogn, Bro-Euskadi, Bro-Gembre, Bro-Skos…) hag a brou deomp e c'hell ar broadoù bihan (hep Stad) pe ar Stadoù bihan (Broioù Skandinav da skouer) ober berzh kement hag ar Stadoù bras a zo war wanaat tamm ha tamm.

Perak 'ta out war al listenn « Ni ho savo Breizh » ? Peseurt talvoudegezhioù a gavez enni ?

Bodañ a ra al listenn-mañ izili eus Strollad Breizh ha tud tost a-walc'h o mennozhioù ouzh hemañ. Ar pezh a blij din el listenn-mañ eo ma c'hallomp diskouez d'ar Vretoned ez omp-ni ar re wellañ da ginnig ur raktres evit ar vro hep bezañ e dalc'h da strolladoù parizian. N'hon eus ket ar memes talvoudegezhioù hag interestoù da zifenn hag ar re-se.

Ar pezh a fell d'al listenn-mañ ober a zo reiñ fiziañs d'ar Vretoned en-dro. Fellout a ra deomp diskouez dezho he deus Breizh talvoudegezhioù dibar : ar c'hengred pe ar c'houzañvusted (1añ rannvro evit an niver a gevredigezhioù, ar c'herioù-gevell pe eskemmoù dengar ), an doujañs d'an natur (ar stourm diouzh ar c'hreizennoù nukleel da skouer), talvoudegezhioù denel o stourm diouzh ar mennozhioù strishañ. Siwazh dezhi, re nebeut a c'hallout he deus Breizh evit dont a-benn da verañ he zachenn (da skouer mererezh an dour e-keñver ar saotradur). Evit kement-mañ hag evit muioc'h a zemokratelezh, e fell d'al listenn-mañ reiñ muioc'h a c'hallout evit hor bro a drugarez d'un emrenerezh a rank bezañ degemeret evel ur gwir.

A-benn ar fin, al listenn nemeti d'en em ginnig war ar 5 departamant an hini eo, ar pezh a zikouez splann ez eus c'hoant ganeomp bezañ ur skouer evit an demokratelezh, ha c'hoant ganeomp e teufe da vezañ ur vro galloudusoc'h en Europa.

Petra a fell dit lavar d'ar re yaouank ?

Da gentañ tout, arabat eo kaout aon rak ar bolitikerezh. Kinnig ur raktres evit e vro eo ha netra ken, da lavaret eo evidomp hag evit hor bugale.

Gouzout a ran n'eo ket deuet gwall vat ar bolitikerezh gant an dud. Setu perak e rankomp cheñch an traoù a-benn gwellaat ar sistem hag ober evit ma vefe Breizh ur skouer evit an demokratelezh evel ma 'z eo ar broioù Skandinav. Asambles ez eus tu deomp dont a-benn ganti, lod all o deus roet ar skouer deomp. Gwell eo deomp bezañ Bretoned wellwelus evit Gallaoued drougweler .

Trugarez !

Blog al listenn (voir le site)

Lec'hienn Strollad Breizh (voir le site)

Programm al listenn (voir le site)

Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 8 multiplié par 4 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons