Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Interview -
Atersadenn Kevin Jezekel, danvez-dilennad en Aodoù-an-Arvor

Tri goulenn da Gevin Jezekel, danvez-dilennad e listenn Ni ho savo Breizh Aodoù-an-Arvor. Demat dit Kevin, gallout a rez en em ginnig berr-ha-berr ? 25 bloaz on, eus Tredarzeg e Bro-Dreger on.Emaon o paouez echuiñ ma studioù, o deus kaset din etre Roazhon, An Oriant, ha Naoned, hag o deus roet din an tu da chom e-pad un hanter-vloavezh e Bro-Finland, evel studier Erasmus.

Christian Troadec pour Nous te ferons Bretagne le 9/03/10 8:10

Tri goulenn da Gevin Jezekel, danvez-dilennad e listenn Ni ho savo Breizh Aodoù-an-Arvor.

Demat dit Kevin, gallout a rez en em ginnig berr-ha-berr ?

25 bloaz on, eus Tredarzeg e Bro-Dreger on. Emaon o paouez echuiñ ma studioù, o deus kaset din etre Roazhon, An Oriant, ha Naoned, hag o deus roet din an tu da chom e-pad un hanter-vloavezh e Bro-Finland, evel studier Erasmus. Emaon o labourat bremañ evel hanterer sevenadurel. Ezel meur a gevredigezh on, an Europeaned Yaouank peurgetket, a labour evit lakaat Europa da vezañ anavezetoc'h e-touez ar re yaouank hag evit savidigezh Europa kevredadel. Ezel Strollad Breizh on abaoe 2006, ha mouezh aotreet ar Vretoned Yaouank abaoe krouidigezh an emsav-se, ouzhpenn daou vloaz zo bremañ.

Perak out war ar renk el listenn "Ni ho savo Breizh", peseurt perzhioù mat e kavez enni ?

D'am soñj eo a-bouez kaout ul listenn zigor, a bod tud disheñvel war-dro ar mennozhioù diazez : krouiñ ur Vodadeg vreizhat dereat, e pemp departamant ar vro, evit ober kement a berzh hag hon amezeien a Skos pe a Gatalonia da geñver an implij, an diorren ekonomikel pe c'hoazh ar servijoù foran. Ur raktres kempouez ha moderet eo, a grog e-barzh kudennoù brasañ Breizh a-vremañ ; ur raktres kaset da benn gant tud hag a vo prest da strivañ evit diskoulmañ ur c'hudennoù-se, kentoc'h eget chom da leñvañ "n'emañ ket ar galloudoù ganeomp" ; ul listenn gant ur spered embreger evit ar bloavezhioù da zont.

D'az meno, peseurt temoù a zo a-bouez bras e-barzh an dilennadegoù-se ?

Pep tra ! Ma rankan dibab un nebeut temoù avat, ez eus da gentañ kudenn an nitratoù hag ar bezhin glas a louza hon aodoù, dreist-holl amañ e Bro-Dreger. Un test eus saotradur an dour eo, ha lakaat a ra an douristed da dec'hout kuit.

Kudenn an transport dre hent-houarn ivez : meret eo bet an TER gant ar Rannvro mat a-walc'h abaoe 2004, hogen daoust hag-eñ eo dereat dispign kantadoù a vilion euro evit gounit un nebeut munutennoù etre Pariz ha Roazhon? Ha ne vije ket gwelloc'h gwellaat an transportoù etre ar rannvroioù, ha kinnig prizioù izeloc'h evit ar re yaouank hag ar studierien peurgetket, evel e lec'h all en Europa ?

Kudenn al lojeiz a zo ivez : ar re yaouank, ma vefent o studiañ pe o labourat, a vez diaes-ouzh-diaes dezho kavout lojeiz e lec'hioù zo, abalamour da gresk trelatet ar prizioù. Krouiñ un ensavadur publik rannvroel lojeiz evit kempouezañ a zo mat. Hogen, m'eo ken dister e vudjed ha bremañ, ne servij ket da galz a dra ! Poent eo mont buanoc'h.

Gallout a reer komz ivez diwar-benn an implij, skoazell evit skolioù-meur Breizh, pe digoridigezh war-zu Europa. A-bouez bras eo e vefe gouest an holl re yaouank a fell dezho hen ober mont da lec'h all en Europa e-pad o studioù, er skol-veur, hag ivez a-raok. Un danevellig a gontin nemetken : un nebeut sizhunioù zo eo bet pedet ar pemp danvez-dilennad pennañ gant Emsav European Roazhon evit reiñ o soñj diwar-benn Europa. Kristian Troadeg an hini nemetañ en deus lavaret sklaer e oa ret digeriñ muioc'h Europa d'ar re yaouank. Pa ne vez ket kalz a labour amañ evit an dud diplomet yaouank o paouez echuiñ o studioù, eo ret kaout un digoridigezh war-zu Europa (studioù, skiant prenet...) a-raok kaout an tu da gaout labour, a bep live perzhegezh e Breizh.

programm al listenn (voir le site)

blog al listenn (voir le site)

blog Strollad Breizh (voir le site)

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 5 multiplié par 3 ?