.
Penaos emañ kont gant al labour-douar e Breizh bremañ ?
Ouzhpenn un atant diwar tri a zo diaes e stad evit a sell an arc'hant, en darn vrasañ eus an atantoù n'eo ket gwall laouen an diabell evit ar marc'hadoù, strizh eo ar reolennoù a bep seurt...
Echu patrom al labour-douar gant un diorren bet dispar er vro, met ivez gant fallaenn an endro hag an taolennadoù, a zo kaer koulskoude. Gant ar stad-mañ e vez digalonekaet ar re galonekañ. Ne c'hell den lavaret hiziv hag-eñ e vo paeet dereat al labourerien-douar, adnevesaet an atantoù pe o do tu da chom a-sav pe da cheñch micher ma fell dezho, a-drugarez da dremen ar marc'hadourezhioù ha d'ar prizioù bedel hollek.
Un degouezh mat eo evit cheñch hon doare da soñjal, na glot ket gant ar bed a-vremañ.
Peseurt hentoù a zo evit an dazont ?
Diorren an doare "bio" hep mar ebet, gant palioù kempoell.
Al labour-douar a zo un dra war hir dermen. Ne c'heller ket laoskel marc'had ar fontoù trafikañ.
Ret eo adkemer pal ar SAFER hag an ensavadurioù publik fonter.
Cheñch dezvad ar feurmiñ gant lizhiri-feurm respet, ha tailhoù a live dereat.
Rannañ ar madoù prevez hag ar madoù micherel, hag en skrivañ el lezenn.
Aotren al liesvicheroù berrbad e dezvadoù kevredigezhel e-giz ar GAEC.
Penaos echuiñ gant an enkadennoù ha bezañ oberiant war an atant war-eeun ?
Un diskoulm e c'hell bezañ al labour e-barzh ar CUMA dre zistaol ar c'hargoù a goust ar muiañ.
Lakaat ar saout e parkoù en-dro hag espern muioc'h gant nebeutoc'h a broduioù, ha bezañ nebeutoc'h diouzh ar marc'had.
Diorren ar c'hretaat-gounidoù en ur gempoell hirbadus.
Pep atant a rank bezañ un uniad ekonomikel ha biologel kempoell, kempouez, ha n'eo ket ur mirlec'h danvez krai evit ar gounezvouedelezh.
Petra e c'hell bezañ perzh ar Rannvro evit al labour-douar ?
Ar rannvro a rank bezañ oberiant-kenañ e politikerezh al labour-douar, oc'h eskemm war-eeun gant Europa.
Politikerezh an endro ha politikerezh an dour a rank kavout o c'hempoell e-barzh politikerezh ar vro, a vo e bal muiaat hor galloudezh labour-douar ha talvoudekaat ar vro gant ul labour-douar a-heson gant ar gevredigezh.
An enklask poellek a rank bezañ e bal reiñ ardivinkoù testet ha hirbadus en ur rouedad atantoù skouer, a glot gant hor bed. An hadoù, ar jenetik, harz al loened hag ar plant, talvoudekaat galloudezh energetek an atantoù (treflamm, plakennoù koad...) a zo temoù pennañ evit an enklask war-zu atantoù emrenoc'h.
Rankout a raio ar stummadur micherel ober gant an temoù-se ivez.
Trugarez !
Programm al listenn (voir le site)
Blog al listenn (voir le site)
Blog Strollad Breizh (voir le site)