Plijadur e ti-gar Gwengamp !
Muioc'h a dud (hag a archerien) evit warlene, muioc'h a sonerien ha kanerien ivez, n'eus ket ezhomm da lâret oa bet un abadenn vrav en ti-gar SNCF disadorn goude merenn, aozet gant ar strollad Ai'ta! Bro-Dreger ha skoazellet gant un toullad tud eus Ai'ta! Bro-Roazhon. E-pad div eurvezh hanter oa bet un dek strollad bennaket o lakaat an dud da dañsal, dirak daoulagad dispourbellet ar veajourien. Ha dalc'het vo soñj e-pad pell eus ar vreudeur Morvan, bet o kanañ gant bep a d-shirt orañjez dindane, ken seder ha tra ! Emichañs o do pennoù bras an SNCF e Breizh keloù eus an degouezh-mañ. Ur wezh ouzhpenn eo bet diskwelet dezhe c'hoant an dud da gaout brezhoneg en tier-gar. Gant ma vefomp klevet !
Evit achuiñ, trugarez vras d'an holl bet en ti-gar, dreist-holl d'ar sonerien ha d'ar ganerien...