Fin ar brezegenn : lennet oa bet barzhonegoù mare "Défense de cracher par terre et de parler breton" Ha Yann Ber da lenn ul lodenn eus ur barzhoneg hiroc'h
Perak dibab ar varzhoneg-mañ ? Peogwir e oa arrouezus eus stad an dud a zifenn ar yezh e Breizh, eus ar re ken disheñvel a gomz hag a ra traoù, ar re direbech hag ar re zaonet, ar re zisheñvel hag a gavo marteze un devezh bennag un doare efedusañ da stourm evit o yezh evit ma vefe komzet gant muioc'h a dud, e-pad un amzer hiroc'h ?
A-viskoazh ha da viken
rock around the drums
_ Darn zo difiñv darn a gemm
darn a vroud ha darn a flemm
darn a dav ha darn a glemm
Darn a zistag darn a stag
Darn a zifenn darn a dag
Darn a yun ha darn a vag
Darn a samm ha darn a zoug
Darn a jahin darn a voug
Darn a yud ha darn a groug
_ Darn a red ha darn a ruz
Darn a gav ha darn a guzh
Bez outo trugarezus
Etre tamall ha torfed
Darn a dou ha darn a bed
Darn zo ganet dibec'hed... (...)
Tennet eus "Kestell traezh evit kezeg ar mor"
Skol Vreizh, 2001