Gelver a ra ar gevredigezh "Bemdez" da vont d'en em vodañ d'ar Sadorn 25 a viz Meurzh da 14 e. 30, dirak ti R.B.I, straed Falkirk, e Kemper, a-gevret gant strolladoù all diouzh galv "EMGLEV SELAOUERIEN RADIO FRANCE BLEU BREIZH IZEL" evit ma vo skignet abadennoù klewelet savet e Breizh. Ouzhpenn mont da Gemper e c'hall pep hini ac'hanomp sinañ ar c'houlennadeg-mañ war ar gwiad : (voir le site) .
Digresket eo an niver a eurvezhioù prientet hag enrollet e Breizh diwar ziviz renerezh Pariz. Evit hon izili e talvez an degouezh-se kement hag un enkadenn ouzhpenn evit diskar ar servij publik e Breizh p'emañ he foblañs gwallgaset gant troioù ar marc'had : kevradoù gwan, disparti tud ar vro, dismantroù sokial hag he sevenadur da heul a-benn tremenvan ar vro. Dont a ra da anat ne ra ket ar Stad he labour delc'her ar servijoù publik e Breizh. Padal e chom un darn vras eus ar sammadoù arc'hant gouestlet dezho e rannvro Pariz ; diwar neuze eo d'hor bro ha d'he rannoù melestradurel da ober war o zro. Lakaet ez eus bet splann e c'hall an traoù bezañ kaset war-raok e Breizh pa vez fiziet enni en ober. Al labour bet kaset da benn evit kempenn al liseoù pe reiñ lañs d'an TER en-dro e Breizh zo ur skouer vat a dalvez e rank Breizhiz mêrañ o servijoù publik.
Un digarez eo ar galv-mañ da zegas soñj pegen talvoudus eo krouiñ ur skingomz hag ur skinwel brezhonek.
Evit ar gevredigezh "Bemdez", Bertrand Deléon.
Kevredigezh "BEMDEZ" Ti ar c'hevredigezhioù 6 straed ar Govuerezh 56 000 GWENED – BREIZH – Pgz 06 11 51 43 15. (voir le site)