Ur benveg evit doujañ d'al lezenn nevez Da-heul an dekred votet d'ar 15 a viz Du 2007 eo difennet groñs d'an dud butunat el lec'hioù foran (embregerezhioù, savadurioù ar velestradurezh, skolioù). Astennet eo bet ar berz-se, abaoe ar 1añ a viz Genver 2008, d'an ostalerioù, ar pretioù ha kement lec'h

Ur benveg evit doujañ d'al lezenn nevez

Da-heul an dekred votet d'ar 15 a viz Du 2007 eo difennet groñs d'an dud butunat el lec'hioù foran (embregerezhioù, savadurioù ar velestradurezh, skolioù). Astennet eo bet ar berz-se, abaoe ar 1añ a viz Genver 2008, d'an ostalerioù, ar pretioù ha kement lec'h darempredet a zo. E 2006 e oa bet embannet gant Ofis ar Brezhoneg ur pegsun « Arabat butunat » c'hoazh. Brudet e oa bet war hol lec'hienn. Talvoudus eo ar pegsun-mañ, muioc'h eget biskoazh. Servijout a ray d'ar re a zo e penn ostalerioù, dañstioù, pretioù, letioù ha d'an holl re a rank lakaat an dud da zoujañ d'al lezenn nevez. Aes e vo dezho lakaat ar pegsun bihan-mañ war wel en o stal pe en o lec'h degemer. Tresadenn ar pegsun a c'hell bezañ komprenet aes gant an holl. Goulenn ar pegsun (0,50 € an tamm) a c'hellit ober dre skrivañ da Ofis ar Brezhoneg, 8 bis straed Félix Faure 29270 KARAEZ-PLOUGÊR postel : ofis29@ofis-bzh.org pe dre implijout an urzh-prenañ a zo bet lakaet da bezh-stag.

Office Public de la Langue Bretonne / Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'Office Public de la Langue Bretonne est un établissement public créé par l'Etat, le Conseil régional de Bretagne, le Conseil régional des Pays de la Loire et les Conseils généraux de Loire-Atlantique, du Morbihan, d\\\\\\\'Ille-et-Vilaine, des Côtes d\\\\\\\'Armor et du Finistère. En savoir plus