Teñzor ar Venec'h ruz / Le trésor des Templiers - An Istor Livet
Réalisation : Brezhoweb – 526 vues

Hag adkavet eo bet teñzor ar Venec'h ruz ? Setu 'pezh 'vez kredet gant lod... Met petra eo an istor giwr a-dreñv ar vojenn-se ?

Pa oa bet distrujet urzh an templ gant Fulup IV roue Bro-C’hall e 1307, e vije bet kollet teñzor ar Venec’h ruz.

Evit kompren ar bed a-vremañ eo ret deomp kompren peseurt mojennoù a gontomp d'hor rochedoù... Ha perak !
Evit kompren ar bed a-vremañ eo ret deomp kompren peseurt mojennoù a gontomp d'hor rochedoù... Ha perak ! Brezhoweb

Setu unan eus ar soñjoù liammet gant kevrin urzh an templ, e touesk ur bern reoù all.

Implijet 'vez en ur bochad istorioù ijinet, levrioù, filmoù, c'hoarioù video, met kalz a dud a gred ivez eo bet adkavet gant kevredigezhioù kuzh evit arc'hantaouiñ tra pe dra.

Met petra ‘chom eus an istor-se… gant ur sell istorel ? Petra eo orin ar vojenn ha penaos eo deuet da vezañ ken brudet a-hed ar c'hantvedoù ?

Julia ha Nikolaz a ginnig deoc'h oc'h enklask er c'houlzad gouestlet da vojennoù ar bed.

Ur rann eus an abadenn An Istor Livet da welet istitlet e brezhoneg hag e galleg o klikañ amañ

BREZHOWEB

La seule télé 100 % en langue bretonne ! Magazines, films, documentaires, émissions jeunesse, dessins-animés, séries, sitcoms... Retrouvez en streaming gratuit vos émissions et séries TV en breton en replay ou en direct de 18h à 22h30 sur Brezhoweb. En savoir plus