
Er skolaj pe el lise 'maoc'h, ha hunvreal a rit mont da welet a-dost penaos e tro an traoù war ul leurenn filmañ ? Pedet oc'h, gant Brezhoweb, da gas ho hunvre da wir !
Evit prientiñ filmañ trede koulzad Ken tuch', unan deus ar rummadoù sitcom a blij ar muiañ d'ar vrezhonegerien yaouank, savit ur skrid-aozañ a roio ar gaoz da div, teir pe beder zudenn deus ar rummad 'barzh o c'hegin.
Sevenet ha filmet e vo an daou skrid-aozañ gwellañ e-mesk ar re a vo resevet. Ha pedet e vo o aozourien da zont da skoazell ar sevener pa vint filmet, asambles gant ar gomedianed.
Grit ho kinnigoù betek ar 1añ a viz Ebrel, ha n'eo ket farsaoù eo !
(Titouroù klok war brezhoweb.com)
Kenbroduet 'vez Ken tuch' gant Plurielle Communication, Lionel Buannic Krouiñ ha Dizale.
An tele nemetañ e brezhoneg penn-da-benn ! Abadennoù evit ar re vras hag ar re vihan, filmoù, teulfilmoù, tresadennoù-bev, rummadoù, sitkomoù... Adkavit an holl brogrammoù e brezhoneg war lec'hienn Brezhoweb war-eeun etre 6e noz ha 10e30 noz, pe er replay pa faot deoc'h.
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !