Publier | S'accréditer | S'abonner | Faire un don
Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
-
photos/10/10904_2.jpg
photos/10/10904_3.jpg
photos/10/10904_4.jpg
- Interview -
Ar Vretoned Yaouank a gendalc'h e kinnig lod o izili. Hiziv Alexandre, stourmer abaoe tost da tri blez
Stéphane: Salud Alex. Gallout a rez en em ginnig berr-ha-berr ha laret deomp perak out deuet da vezañ ezel ar SB ? Aleksandr: "Alex eo ma anv, ha ganet on e Kemper 25 bloaz zo. Studiet am eus e Sciences Po Roazhon
Par Gérard Olliéric pour Parti breton le 28/05/08 16:07

Stéphane: Salud Alex. Gallout a rez en em ginnig berr-ha-berr ha laret deomp perak out deuet da vezañ ezel Strollad Breizh?

Alex: "Alex eo ma anv, ha ganet on e Kemper 25 bloaz zo. Studiet am eus e Sciences Po Roazhon (bet e Salzburg, e Aostria, e-pad ur bloavezh), ha da c'houde e Sciences Po Strasbourg, lec'h m'eus tapet ur master a velestradurezh lec'hiel ha rannvroel e Europa. Emaon o labourat evit dileuridigezh an enklask Poitou-Charentes, e karg ar yalc'hadoù european. A-drugarez d'ar beajoù am eus graet en Europa (Bro-Iwerzhon, Aostria, Elzas hag all) em eus dizoloet va identelezh a Vreton. Pa 'z on aet da chom e Naoned, em eus santet diaezamant savadennel Liger-Atlantel, ha penaos e vez nac'het Breizh du-hont. E-pad va enklaskoù diwar-benn adunanidigezh ar vro, em eus dizoloet Strollad Breizh, a genglote gant ar pezh a soñjan : european, breizhat, arnevez. Goude c'hwitadenn bonreizh Europa, em boa prometet kregiñ gant ar bolitikerezh. Hag em eus graet."

Stéphane: Unan eus saverien Ar Vretoned Yaouank out. Petra eo an disoc'hoù d'az soñj, goude ur bloavezh?

Alex: "Disoc'hoù ar bloaz kentañ a seblant din bezañ pinvidik ha mat a-walc'h. Graet 'meump koulzadoù skritellañ ha brudfollennañ, krouet eo bet ganeomp ur pennad-stur, ul logo hoalus ivez. Embannet 'meump ur bern kemennadennoù, bet 'meump kalz a zarempredoù gant hon kevelebien eus Europa. Dre se e kav din 'meump kaset kalz a dud yaouank da zont ganeomp, peogwir n'anavezan ket mui kalz a izili ar Vretoned Yaouank ! Degas a ra hon ober ur wir nerzh d'ar Strollad, a gav din, setu perak e kredan eo bet tizhet hor pal kentañ ganeomp. N'eus ket 'met kenderc'hel e-giz-se !"

Stéphane: Petra 'peus c'hoant da zegas d'ar Strollad ? Petra eo ar pep mallusañ, d'az soñj, evit hor Strollad?

Alex: "Da gentañ tout e faotfe din bezañ oberiantoc'h e-barzh ar Strollad, daoust m'emaon o chom pell. Neuze e kavfen mat e vefe va anaoudegezh eus ar velestradur c'hall servijus evit ar Strollad, evit ma chomfe gwirvoudel ha dereat en e c'hinnigoù. Ha fellout a ra din ivez herzel ar Strollad en e c'hrogad evit Europa. Met e gwirionez, n'ouzon ket ma c'hellan degas kalz a draoù da SB, hag a zo dija ur strollad heverk, tudennoù a galite ennañ. D'am soñj eo mallus-kenañ evit ar strollad pleustriñ ar prederioù a zo bet graet dre ober bruderezh. Kavout a ra din e vo degemeret mat gant ar Vretoned, hag a zo stag ouzh Breizh hag Europa, ha spi am eus e c'hellimp kaout muioc'h a zilennidi ha bezañ klevet. Rak an dra-se a zo ar pep pouezusañ e tachenn ar bolitikerezh."

Stéphane: Petra eo an eñvorenn wellañ 'peus deus da vuhez stourmer e-barzh ar strollad?

Alex: "N'eus ket da dortal : an Alderdi Eguna eo, ma 'meus bet an eurvad da vont eno gant ur Breton Yaouank all. Ur fest vras eo, aozet bep bloaz gant ar PNV (Strollad Broadelour Euskadi), enni kalz a stourmerien hag aduidi, ha izil eus strolladoù keneilet broioù all. Un deiz dreistgwirvoudel eo bet penn-da-benn : aerborzh Vitoria-Gasteiz a oa deuet da vezañ ur foar bras, bannieloù Euskadi e pep lec'h, ha tout an dud a youc'he deomp en ur welet ar Gwenn-ha-du ! Kalz lorc'h a oa ennon da gellet dileuriañ ma bro hag Strollad Breizh d'an Euskariz. Ret eo lâret ivez e oamp bet degemeret mat-tre : da gentañ e Baiona, ma voe moien deomp anavezout ar strolladoù eus Okitania, Korsika ha Katalonia e-pad an abardaevezh. Ha da c'houde, deiz an Alderdi Eguna, ma oamp pedet ouzh taol, o tebriñ gant tud Savoia hag Asturias. Sonet o deus ar Bro Gozh ouzh ar gaita ! Hag ouzhpenn-se : enoret omp bet oc'h en em gavout gant Juan José Ibarretxe, prezidant gouarnamant Euskadi, ha Josu Jon Imaz, bet prezidant ar strollad. Pa weler seurt degouezhioù, hag a zo leun a blijadur hag a entan, e soñjer e talvez Breizh gwelloc'h evit ar pezh he deus bremañ, hag ez eus tu eviti mont war-raok, gant ma vo nerzh !"

Stéphane: Ur Breton eus an diaspora oc'h, petra a dalvez evidoc'h?

Alex: "Dre ma vevan er-maez eus ar vro em eus komprenet ez eus anezhi, ha petra e talvez bezañ ur Vreton. A-raok mont da veajiñ, e oa va bed etre Kemper ha Konk-Kerne nemetken, ha Roazhon da c'houde. Soñjal a raen e oa ar bed-se Bro-C'hall. Met dizoloet em eus Bro-C'hall ha Breizh da c'houde. A-drugarez d'am mignoned eus Europa em eus dizoloet ma bro, peogwir eo boaz an dud en Italia, Spagn, Aostria pe Alamagn da diforc'hioù bras etre an rannvroioù, ha d'an emrenerezh a zo un heuliadenn deus-oute. Dedennus eo menegiñ em eus bet c'hoant da zeskiñ ar brezhoneg peogwir e komprenen gwelloc'h rannyezhoù Aostria hag elzaseg zoken! Tu 'moa bet da zeskiñ un tamm salzburgeg pa oan du-hont. Ar jeu-se a seblante din bezañ dislavarus. Er-maez e verker ivez ar genskoazell hag ar breuderiezh etre ar Vretoned divroet. Bezañ eus an diaspora a c'hell bezañ un eurvad, peogwir e kas pep hini da gaout liammoù kreñvoc'h gant ar vro. Ha beajiñ a ra kalz ar Vretoned. Setu perak o deus ar Vretoned un identelezh broadel kreñvoc'h evit tud ar Poatou, daoust ma 'z eus muioc'h anezhe a zo divroet."

Stéphane: Penaos e welit dazont ar vro a-benn 20 bloaz?

Alex: "Kavout a ra din e vo Breizh unan eus pouezusañ broioù Europa, gant un ekonomiezh nevezus hag an dud gant ul live uhel a ziplomoù. D'am soñj en do ar vro galloudoù ledanoc'h evit bremañ, hag e vo gouest da genderc'hel politikerezhioù azas d'ar geodediz, e-keñver an ekonomiezh, an endro, ar sevenadur. Gallout a ray tud gant diplomoù kavout labour plaen ha brav e-barzh ar vro nevez-se."

Stéphane : Trugarez !

(voir le site)

Voir aussi sur le même sujet : brezhoneg,parti breton,politique
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font ( 7 multiplié par 8) ?

ABP

  • Diwar-benn
  • Darempred
  • Menegoù hervez lezenn
  • Données personnelles
  • Mise en page
  • Ligne éditoriale
  • Sur wikipédia
  • Agir

  • Demander une accréditation
  • Contacter la rédaction
  • Poster votre communiqué vous même
  • Écrire une dépêche
  • Envoyer un flash info
  • Nous suivre

    2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons