D'ar Sadorn 8 a viz Mezheven mintin e oa aozet un oberenn get Ai'ta Bro Gwened e Gwened. Divontet eo bet panelloù belo nann divyezhek get stourmerion Ai'ta ! ha staget doc'h porzhrastell otel departamant ar Mor-Bihan.
Daoust e vez staliet panelloù hentoù-belo divyezhek get kumunioù èl Lokmaria-Kaer pe An Oriant e kendalc'h an departamant da staliiñ panelloù unyezhek àr an hentoù belo m'emañ kiriek àrne.
Kemeret eo bet seurt diviz da lakaat panelloù unyezhek hepken àr an hentoù belo an departamant e miz 2006 ha kadarnaet eo bet e 2010 koulskoude estreget al lodenn etre Gwiskri ha Gourin a-benn ma chomo divyezhek penn da benn hentoù belo Penn ar Bed …
Nevez zo eo bet kemeret an diviz gert kuzul departamant Aodoù an Arvor staliiñ panelloù divyezhek àr e hentoù belo.
Emañ ar Mor-bihan an departamenat diwezhañ é nac'hiñ ur plas d'ar brezhoneg àr hentoù belo e kornôg ar Vro bremañ.
Goulenn a reomp groñs e vo lakaet e pleustr ur brastres panellerezh kempoell àr an holl lodennoù : panelloù hent, belo, bale, glad, touristel, armerzhel….
Dre vras e pedomp departamant ar Mor-Bihan da vonet pelloc'h en ur lakaat e pleustr ur gwir politikerezh yezh dre :
- Un Agenda 21 ma vo kemeret e kont plas ar brezhoneg e domanioù labour estreget ar sevenadur get servijoù an departamant hag evit e goskor,
- staliiñ panelloù divyezhek diabarzh ha diavez àr lec'hioù pe gwarezvaoù naturel, savadurioù glad, m'emañ perc'henn anezhe an departamant, met ivez àr e savadurioù publik, porzhioù-bageal pe porzhioù-lestriñ àr-zu an inizi
- ali ka skoazell argant an departamant evit ar strolladoù lec'hel é kemer e karg ar brezhoneg .
- lakaat àr-sav kentelioù tañva d'ar yezh (brezhoneg pe gallaoueg) er skolioù kentañ derez evit ar skolidi n'int ket en un hentenn divyezhek èl ma vez graet get Kuzul departamant Penn-ar-Bed ha sevel koulzadoù èl hani "Klaskerion soñjoù » kaset da benn get departamant Penn-ar-Bed evit broudiñ an darempredoù etre remziadoù e brezhoneg etre ar vrezhonegerion a-vihanig hag ar re yaouank é teskiñ brezhoneg en hentennoù divyezhek.
- skoazelliñ diorren an obererezhioù sevenadurel ha dudi evit ar vugale hag ar grennarded,
- harpiñ krouiñ magourioù divyezhek get kevredigezhioù bodet get ar rouedad « Divskouarn » ,
- Kas àr-raok ar brezhoneg e manifestadegoù skoazellet kalz get an departamant èl « Sizhun ar Mor Bihan »