Put your name here

Chronique
Ar vazh test : barzhoniezh, gwriziennet don e douar Vreizh
Goude Yann-Fañch Kemener ar bloaz paseet, Nolwenn Korbell, Lleuwen Steffan, ... setu tro Gwenola Coïc ha Thomas Laken da skrivañ barzhoneg ar Redadeg
Chronique de Kerne Multimédia

Publié le 29/05/21 21:34 -- mis à jour le 29/05/21 21:34
testenn ar vazh test : fromus ha brav ! :
Réalisation :
(148 vues)

Goude Yann-Fañch Kemener ar bloaz paseet, Nolwenn Korbell, Lleuwen Steffan, ... setu tro Gwenola Coïc ha Thomas Laken da skrivañ barzhoneg ar Redadeg Tud bro Dreger, tud a oar mont er ribinoù, e hentoù don ar vro. Redek a rint beket fin an deiz, betek fin o buhez, un destenn a denn eus Anjela Duval, Jakez Riou pe c'hoazh hini Yann-Fañch ar bloaz paseet. Met diwallit mat ! Tud a vremañ int an daou, ha kavout a reont gwelloc'h blaz ar gliz eget QR code ar bed niverel...

KEMENNADENN REDADEG 2021

Ur wech lañset - ar Redadeg -

n’haller ket souzañ a-dreñv.

Dirakomp :

gwinojennoù, heñchoù-treuz, ha heñchoù-bras roaial,

gwech ha gwech all...

Ken uhel hag ar gwez 'faota dimp mont.

Ha pa vefemp hejet-dihejet gant ar 7 avel, 'vimp ket diskaret.

Kresket g(1/2)wrizioù d’hon zreid da zerc’hen plom war un douar ferm

Lec'h ma vez kavet ur pallenn tomm da dommañ hon hunvreoù

Mont da glask dour hon c'hest difin, evel loened disec’het.

En em stagañ evel drez gouez a-benn leuskel plas gant al lapoused d'ober o neizh

'barzh ul lec'h klet.

Amañ ‘giz-mañ ‘mañ ma hent : sachañ a ran war alan ma sorc’henn.

Saouzanet gant louzaouenn-ar-voem

ec’h an dre mil hent ar vro ‘benn esa kompren

riboustadennoù ‘glevan ba'r vrumenn.Hunvreoù teñval em fenn a-wechoù

Hunvreoù leun a seblantoù

Hunvreoù glas o tañsal diwar muzik ar plent

luskellet gant ar c'houajoù avel...

(an destenn a-bezh war lec'hienn ar Redadeg)

Voir aussi :
mailbox
imprimer
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Gwelout pennadoù all Kerne Multimédia
Vos 0 commentaires
ANTI-SPAM : Combien font 4 multiplié par 3 ?
Cet espace est un lieu de débat. Les attaques personnelles ne sont pas autorisées. Le trolling est interdit. Les lois contre le racisme, le sexisme, et la diffamation doivent être respectées. Les pseudos sont tolérés mais ne sont pas encouragés.
MERCI DE RESPECTER LA LANGUE DE L'AUTEUR de l'article et donc des lecteurs. Les articles écrits en français doivent être commentés en français, les articles écrits en breton doivent être commentés en breton. Cacophonie ? Merci de ne pas mélanger les langues dans le même commentaire, sauf pour la traduction intégrale du commentaire.