Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ar stummadur uhel war ar brezhoneg
Ar staj-se a vo e bal lakaat ar vrezhonegerien (implijidi, tud dilabour, tud all) da vezañ en o bleud da vat gant ar brezhoneg, dre gomz ha dre skrid. Kregiñ a raio, neuze, ar prantad kentañ e Plañvour (56) eus an 8 a viz Gwengolo d'ar 5 a viz Kerzu 2008 ha digor e vo da veur a vrezhonegerien
Claudie Motais pour STUMDI le 26/05/08 14:05

Stumdi a ginnig ur stummadur nevez adal miz Gwengolo 2008 :

Ar stummadur uhel war ar brezhoneg

Ar staj-se a vo e bal lakaat ar vrezhonegerien (implijidi, tud dilabour, tud all) da vezañ en o bleud da vat gant ar brezhoneg, dre gomz ha dre skrid.

Kregiñ a raio, neuze, ar prantad kentañ e Plañvour (56) eus an 8 a viz Gwengolo d'ar 5 a viz Kerzu 2008 ha digor e vo da veur a vrezhonegerien : an implijidi a implij ar brezhoneg war o zachenn micherel (kelennerien, kazetennerien…) hag o deus c'hoant da zonaat o anaoudegezh eus ar yezh, an dud dilabour o deus c'hoant da wellaat o live yezh a-benn kavout ur post-labour divyezhek, an dud all o deus c'hoant tapout ul live uheloc'h e brezhoneg.

Chom a ra plasoù c'hoazh evit an dud dilabour (o stummadur a c'hello bezañ kemeret e karg gant Rannvro Breizh).

Goulennit ur follenn enskrivadur da :

STUMDI - BP 311 - 29800 Landerne/Landerneau

pgz : 02 98 21 39 94

Mel : bzh.stumdi [at] wanadoo.fr

Pa vo degemeret ar follenn enskrivadur leuniet e vo kinniget deoc'h un emgav.

Document PDF 10870_1.pdf . Source :
Voir aussi :
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 7 multiplié par 1 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons