Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ar staj Kan ar Yezhoù war un ton nevez
Eus an 9 d'an 13 a viz Gouere ez eus bet 12 stajiad o heuliañ ar staj ur sizhunvezh e brezhoneg "Kan ar Yezhoù" kinniget gant Stumdi. Ar berzhidi o deus gellet tennañ gounid eus ur programm pedagogel nevez.
Claudie Motais pour STUMDI le 16/07/07 11:00

Eus an 9 d'an 13 a viz Gouere ez eus bet 12 stajiad o heuliañ ar staj ur sizhunvezh e brezhoneg « Kan ar Yezhoù » kinniget gant Stumdi. Ar berzhidi o deus gellet tennañ gounid eus ur programm pedagogel nevez.

Bep devezh a oa rannet e diou lodenn : deskiñ pe wellaat ar yezh dre oberiantizoù dudi diouzh ar mintin (divizoù, sketchoù, kanaouenoù, kazetenn ar staj, stal geginañ…) ha lakaat an traoù-se e pleustr diouzh an endervezh dre zizoloadenn kêr Landerne hag he stalioù. Roet ez eus bet tro dezho da welet lod eus an abadennoù gouel Kann al Loar : komediennoù brezhonek kinniget gant Strollad ar Vro Bagan diwar oberennoù Jarl Priel, dimeurzh diouzh an noz, hag an diskouezadeg « Les carnets de voyage » gant Max Radiguet, anezhañ ur skrivagner / tresour eus Landerne (1816-1899) displeget e brezhoneg gant stummerien Stumdi d'ar Yaou. Ar staj-se a vez kinniget bep bloaz gant Stumdi, d'ar memes mare.

Evit kaout muioc'h a ditouroù : STUMDI Manoir Keranden 29800 LANDERNEAU 02 98 21 39 94 bzh.stumdi [at] wanadoo.fr / www.stumdi.com le la les un de a au des une

Cet article a fait l'objet de 1079 lectures.
Vos 0 commentaires :
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 9 multiplié par 7 ?

ABP

Embann

Nous suivre

2003-2024 © Agence Bretagne Presse, sauf Creative Commons