
Distro-skol ar skolaerien ba skol diwan Karaez. Setu Herve ar Gall o tisplegañ e soñj. Goude bezañ bet rener kentañ skol Diwan Kemperle (lidet e vo an 20 vet deiz
Distro-skol ar skolaerien ba skol diwan Karaez. Setu Herve ar Gall o tisplegañ e soñj. Goude bezañ bet rener kentañ skol Diwan Kemperle (lidet e vo an 20 vet deiz ha bloaz ar skol d\'an 19/9 ha d\'an 20/9 ba Kemperle) eo rener Karaez bremañ, er skol vamm atav. Evitañ e vefe ret lakaat an hentennoù divyezhek kristen ha publik dindan ur stumm skol e brezhoneg ivez, peogwir e meur a skol eo diaes buhez ar skolidi pe ar gelennerien, o-unan alies. Pa vez tout an dud o komz brezhoneg tro dro ar vugale e ya war-raok ar c\'helenn hag an deskiñ. Pal ar Rannvro a zo pell a-walc\'h: stummañ 20 000 bugel divyezhek... Ha petra dalv ?
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !