E-keñver ar vanifestadeg a vo e Kemper d'ar Sadorn 31 a viz Meurzh 2012 war ar yezhoù rannvroel, an Ajañs Sevenadurel Breizhek aoz un dreuzdougenn e c'harr-boutin etre Sant-Ervlan - Savenneg ha Kemper mont-dont

E-keñver ar vanifestadeg a vo e Kemper d'ar Sadorn 31 a viz Meurzh 2012 war ar yezhoù rannvroel, an Ajañs Sevenadurel Breizhek aoz un dreuzdougenn e c'harr-boutin etre Sant-Ervlan - Savenneg - Kemper mont-dont.


Roll an devezh

  • Loc'hañ da 9 e 30 eus an arsav Tramgarr François Mitterrand (Arsav-dibenn linenn 1) e Sant-Ervlan :
  • Ehan e Savenneg da 10 e, emgav war parklec'h Hyper U, e-kichenn ar stal dre losk :
  • Erru e Kemper da 1 e : grog a ra ar vanifestadeg da 2 e ;
  • Distro da 8 e noz eus Kemper, ehan e Savenneg da 11 e noz hag erru e Sant-Ervlan da 11 e 30.

Emgav 15 munutenn araok pep loc'hadur

Evit ar veaj, ur c'harr-boutin 60 flas 'vo

Miret 'vez ar plasoù d'an Ajañs Sevenadurel Breizhek, 18 € dre zen, unpriz, da baeañ en-araok


Titouroù : 02 51 84 16 07 - acbml@free.fr - 24 Kae ar Foz e Naoned.

Evit kaout muioc'h a ditouroù war an devezh, kit war al lec'hiennoù-se :

www.languesregionales.org ha www.deompdei-kemper2012.org

logo L'Agence Culturelle Bretonne de Loire-Atlantique Morvan Lebesque a pour missions la communication et la valorisation de la culture bretonne en Loire-Atlantique. En lien avec le milieu associatif, les pouvoirs publics, les organisateurs, les artistes et le grand public, elle assure la coordination et la promotion des événements. 24 quai de la Fosse 44000 Nantes 02 51 84 16 07 (voir le site)