


Savomp da ziskouez omp niverus, brezhonegerien, tud o teskiñ brezhoneg... pe tud o terc'hel krog ar brezhoneg ! Evit diskouez ez eo bev-mat ar yezh, buhezek, digor ha war-wel hag evit kas anezhi muioc'h war-raok !
Emaomp a-zevri o prientiñ Redadeg 2010 ! Ar wech-mañ emañ uheloc'h ar pal ganeomp : 1.200 km a-dreuz Breizh a-hed 6 devezh ha 5 nozvezh.
Loc'hañ a raio an eil Redadeg eus Roazhon d'al Lun 10 a viz Mae 2010 diouzh ar beure ha mont a raio dizehañ dre Vreizh e-pad 6 devezh ha 5 nozvezh a-hed un 1.200 km betek degouezhout e Pondi d'ar Sadorn 15 a viz Mae war dro 5 eur diouzh an abardaez.
Sikouret hoc'h eus Redadeg 2008 d'ober berzh ? Deuit ganeomp adarre e 2010... evit ma raio an eil Redadeg brasoc'h berzh c'hoazh !
Savomp da ziskouez omp niverus, brezhonegerien, tud o teskiñ brezhoneg... pe tud o terc'hel krog ar brezhoneg ! Evit diskouez ez eo bev-mat ar yezh, buhezek, digor ha war-wel hag evit kas anezhi muioc'h war-raok !
Bez e c'hellit ivez mont war al lec'hienn evit kaout a bep seurt titouroù... : http://ar-redadeg.org . Taolit alies ur sell, nevesaet e vez alies al lec'hienn, kasit deomp ho mennozhioù, ho kinnigoù.
Brudit ar Redadeg war ho tro ha deuit ganeomp da gas anezhi war-raok !
Ken na vo prestik war hentoù Breizh gant ar Redadeg evit ar brezhoneg.
Skipailh ar Redadeg
Postel : ar-redadeg@orange.fr
Pellgomz : 06 08 64 99 72
Chomlec'h : Ar Redadeg - BP 15
35310 Morzhell
Titouroù war : http://ar-redadeg.org/drupal/br/node/49
.
Documents liés
-
Ar Redadeg. Fichenn prenañ kilometroù.
Source : Ar Redadeg
-
Ar Redadeg 2010. Teuliad.
Source : Ar Redadeg
-
Statudoù ar gevredigezh Ar Redadeg (e galleg).
Source : Ar Redadeg
-
Ar Redadeg 2010. Listenn an dud kiriek.
Source : Ar Redadeg
Arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo ar Redadeg a rummad da rummad, a vro da vro, en ur zastum arc’hant evit skoazellañ ar brezhoneg er gevredigezh a-vremañ.
Ganet e 2008, un darvoud a bep eil bloaz eo. An trede Redadeg a oa e miz Mae 2012, eus Brest da Zouarnenez
Redek a reont milliadoù a dud, noz ha deiz, dre an 5 departemant Breizh.
Redadeg a-eilek km ha km a-hed 1500 km, ar vazh, arouez ar brezhoneg, a zo enni ur gemennadenn guzhet, treuzkaset eus an eil dorn d’egile hag a vez lennet en degouezh.
Un darvoud ar un dro kengred, sportel, sevenadurel, bevet a-stroll ha gant plijadur.
Aozet e vo e 2014 eus Montroulez d'ar Sadorn 24 a viz Mae betek Groñvel d'ar Sadorn 31 a viz Mae.
ar Redadeg - BP 15 - 35310 Morzhell / Mordelles - 09 61 20 26 11
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !