Ger stur ar redadeg 2012 e oa ar blijadur ar bloaz-mañ
Met petra a zo krog e revr tud bro Sant Turian ? Fent a zo forzh pegement ganto : redek en tu kontrol, dañsal, kas ur pemoc'h war rodoù, eskemm ar vazh-test gant meur a hini, kanañ en ur redek ...
NPK, Fea, Fest al leur, familhoù An Deroff, Le Boite, Jaouen, Bleuzen, hag ur bern tud all o doa prenet ur c'hilometrad. Redet o deus meur a hini, 16 km evit Clement, muioc'h evit Christophe, hag ar re vihan, pegen kalonek e oant !
Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....
Commentaires (0)
Aucun commentaire pour le moment. Soyez le premier à réagir !