Pevar C\'Hembread a gemero perzh er Redadeg e trowardroioù Pontrev. Ne vo ket trawalc\'h evito redek gant banniel Kembre war o diskoaz. Dont a reont ivez evit studiañ penaos e vez aozet ar Redadeg ha penoas e c\'hallfe bezañ aozet ivez e Bro-Gembre er bloaz a zeu.
“P\'am boa klevet komz eus ar Redadeg, bloaz zo bremañ, em boa soñjet e vefe un dra vat da Gembreiz diskouez seurt spered rik ha rik ha yac\'hus zo ganeomp ivez e-keñver hor yezh, ha c\'hoant zo ganeomp sevel un dra bennak heñvel e Kembre” eme Siôn Jobbins a zo penn an dileuridi.
Bet int bet c\'hoazh e Bro-Euskadi evit komz gant an dud e karg ar \'Korrika\', ar redadeg a bep eil a zo diazezet hor Redadeg warni. Fellout a ra dezho ivez kemer ur perzh oberiant enni, evel rederien. Chom a raint e Breizh eus an 13 betek ar 17 a viz Mae.
Ar pevar C\'Hembread o kemer perzh er Redadeg eo : Siôn a labour evel rener rann ar \'marketing\' e Levraoueg Vroadel Kembre en Aberystwyth, Alun Owens, Rener Kreizenn Urdd Gobaith Cymru e Kerdiz (ar gevredigezh-se a vod un 50 000 kembraeger yaouank bennak), Kevin Davies a zo rener Menter Iaith Rhondda Cynon Taf (un aozadur a zo e bal kas war-raok implij ar c\'hembraeg e traoniennoù kreisteiz Kembre) ha Dr Gareth Popkins, un den a lezenn a gomz galleg.
“Fellout a ra deomp gwelout penaos e vez kaset ar redadeg, kompren penaos e vez diogelet ar rederien , gouzout piv a gemer perzh, penaos e vez aozet an hent en a-raok ha war an dachenn hec\'h-unan, hag evel just komz diwar-benn an abadennoù a bep seurt a vez aozet tro-dro d\'ar Redadeg. Redek a raimp ivez, Gareth ha me evit Cymdeithas Cymru-Llydaw (Kevredigezh Kembre-Breizh, diazezet en Aberystwyth) Alun evit an Urdd ha Kevin evit ar Menter. Ar 400 euro a zo bet dastumet e Kembre a servijo evit kas war-raok ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. Laouen-bras omp.”
Kevredigezh Breizh-Kembre, diazezet e Landreger, a zo bet an hanterourez evit aesaat ar veaj-se, he deus he reder ivez : Tangi Legavre a vo o redek eviti en Aodoù an Arvor.
“Plijout a ran din kalz dont da Vreizh. Ar wech kentañ din e oa e 1983 ha gwelet a ran sklaer ez eus mui-ouzh-mui a zudi gant ar Vretoned en o yezh hag en o sevenadur. Pevar c\'hembraeger zo ac\'hanomp. Pegen dudius ha plijus eo gwelout an heñveladurioù etre hon div yezh ha kaout tu da greñvaat al liammoù a zo tost-tre dija etre hon div vro geltiek\' a ouzhpenn Siôn.
Ar veaj-studi-se zo bet arc\'hantet gant ar Rouedad evit al liesyezherezh a zo ezel eus ar Welsh Language Board (Ofis ar C\'Hembraeg). Ur rentañ-kont a vo savet hag un emvod a vo dalc\'het e Kembre e miz Mizheven evit gwelout hag-eñ e vo posubl aozañ ur redadeg e Bro-Gembre er bloaz a zeu.