Put your name here

connexionS'accréditer | S'abonner | Se connecter | Faire un don
> Logo ABP
ABP e brezhoneg | ABP in English |
- Communiqué de presse -
Ar Rannvro aloubet gant Ai'ta !

D’ar 21añ a viz Meurzh en em vodo kuzulierien Rannvro Breizh evit votiñ o lod diwar-benn an dañvez-lezenn digreizennañ hag a zo war ar stern. Setu un degouezh dibar evit

Collectif pour Ai'ta ! Kreiz Breizh le 17/03/13 18:52

D'ar 21añ a viz Meurzh en em vodo kuzulierien Rannvro Breizh evit votiñ o lod diwar-benn an dañvez-lezenn digreizennañ hag a zo war ar stern. Setu un degouezh dibar evit ma vo savet ur wir chadenn bublik divyezhek evit Breizh !

Dalc'het hon eus soñj en doa votet a-unvouezh ar c'huzul rannvro, e 2004, ur steuñv evit diorren ar brezhoneg… hag unan deus ar palioù ennañ a oa un hevelep chadenn skinwel bublik en div yezh. E miz Kerzu 2012 e vote c'hoazh ar guzulierien ur mennad a-du gant an dra-se.

Met gallout a rafemp krediñ o deus kollet kalon abaoe, ha n'eo ket sur tamm ebet int prest da c'houlenn ur chadenn pad da Via Stella (savet e bro Gorsika e 2007). Evit degas da soñj dezhe o c'homzoù brav eo bet aloubet ar C'huzul Rannvro gant Ai'ta ! disadorn. Pignet o doa ar stourmerien war pondalez ar savadur e kreiz kêr Roazhon evit goulenn groñs ma vo doujet ouzh o ger, ha poaniet diouzhtu da sevel ar chadenn-se, ken pouezus evit dazont Breizh hag ar Vretoned.

Tan 'zo ba'n ti, e-giz ma 'zo bet lâret ! Setu perak e c'houlenn Ai'ta ! d'ar 700 den deuet d'en em chadenniñ miz 'zo e Brest, Naoned ha Roazhon, koulz ha d'an holl dud a fell dezhe reiñ un dazont d'hor yezh, skrivañ d'ar C'huzul Rannvro ha goulenn groñs ma vo labouret ha kaset an teuliad-se war-raok, kerkent hag an dalc'h da zont e miz Meurzh :

presidence [at] region-bretagne.fr

Aes eo da dout an dud en ober, da c'hortoz an oberennoù hag ar manifestadegoù a vo ret deomp sevel buan-buan bremañ. Stourmomp evit bezañ doujet… Brezhoneg bev !

Voir aussi :
mailbox
Vos 0 commentaires
Commenter :
Votre email est optionnel et restera confidentiel. Il ne sera utilisé que si vous voulez une réponse d'un lecteur via email. Par exemple si vous cherchez un co-voiturage pour cet évènement ou autre chose.
ANTI-SPAM : Combien font 0 multiplié par 4 ?