Ar priz lennegel Sten Kidna 2016 - levrioù àr ar renk
Ar priz lennegel Sten Kidna 2016 - levrioù àr ar renk

Krouet e oa bet e 2009, àr un dro get ar priz «Bernard Moitessier» (e galleg) er Bonoù. Enoriñ a ra ar priz Sten Kidna bep blez ur levr faltazi

Krouet e oa bet e 2009, àr un dro get ar priz « Bernard Moitessier » (e galleg) er Bonoù. Enoriñ a ra ar priz Sten Kidna bep blez ur levr faltazi nevez e brezhoneg (romant pe danevelloù).

Ar skriv hag an embann e yezh ar vro a vez soutenet get ar priz-se, dre ur skoazell argant.

Ar blez-mañ evit ar wezh kentañ e vo ti-kêr an Alre a genlabouro get Kerlenn Sten Kidna evit aoziñ ar priz lennegel.

Roet e vo ar priz Sten Kidna e 2016 en Alre : d’ar sadorn 4 a viz Mezheven.

6 romant a zo àr ar renk ar blez-mañ hag a vo priziet get 9 ezel ar juri :

  • Bara Brith, David ar Gall, Al Liamm, 2015
  • Diskrap e Skabyar, Yann Gerven, Al Liamm, 2015
  • Udora, Paskal an Intañv, Al Liamm, 2015
  • N’eus ket a garantez eürus, Goulc’han Kervella, Skol Vreizh, 2015
  • Dispac’h, Mikael Madeg, Kêredol, 2014
  • Divemor, Pierre-Emmanuel Marais, Al Liamm, 2015

Gouiet muioc'h war al lechienn internet : www.ksk.bzh

Kerlenn Sten Kidna

L'association Kerlenn Sten Kidna met en place de nombreuses activités et actions tout au long de l'année afin de sauvegarder et promouvoir la culture bretonne, et particulièrement la langue. A ce titre, elle assure : des cours du soir, une formation intensive, des stages en immersion, des ateliers (lecture, chant...), des sorties et des publications (la revue An Dasson, un DVD d'amélioration de sa compréhension orale...).
Elle existe depuis plus de 30 ans et agit sur le Pays d'Auray. En savoir plus