19 Genver 2009
Emañ ar post, e framm adaozidigezh ar mod da zidoueziañ al lizheroù, o paouez embann un doare sebezus da soñjal ar servij d'an dud. Dre an ao. Yves Amiard, emañ bremañ ar Post oc'h erbediñ d'ar c'humunioù skarzhañ an anvioù-lec'h brezhonek kuit evit lakaat anvioù gallek en o flas.
Unan eus an abegoù bet roet a oa an diaes ma vije merañ ur skrivad dibar d'ar brezhoneg, al lizherenn C'H. E gwirionez daoust ha n'eo ket doare hon anvioù-lec'h a zirenk da vat ? Re a « Ker » , a « bihan » hag a « bras » , a « uhelañ » hag a « izelañ » . Bec'h dezhi, lakaomp “mésanges, tournesols ha pâquerettes » e pep lec'h !
Pa n'eus ket bet lakaet c'hoazh un termen da zigresk niver ar vrezhonegerien, ar Vretoned, harpet gant o dilennidi, a striv evit sevel un dazont d'ar brezhoneg. E 2004 e oa bet degemeret a-unvouezh ur steuñv politikerezh yezh gant ar C'Huzul-rannvro gant ar memes pal.
Ar glad yezhel brezhonek, lodenn eus ar glad dizanvezel gwarezet hiziv an deiz, a zo unan eus madoù priziusañ Breizh, hêrezh hon diagentidi, kalonenn hon identelezh hag ur binvidigezh evit an dazont.Anat eo bremañ d'an holl ez eo hêrezh yezhel Breizh unan eus kartennoù trec'h hor bro en ur bed unstumm ha.divlas. Gwarezet e rank bezañ dilested hor « gweledva yezhel » ha n'eo ket tremen dindan ruilh un araokaat teknikel emanvet. N'eus nemet mekanikoù eus al lennerioù optikel, enno ar « skiant » a vo bet c'hoant lakaat enno.
Goulenn a reomp groñs digant Renerezh al lizheroù evit ar C'hornôg adkavout un emzalc'h furoc'h ha kemer an diarbennoù ret evit ma vo doujet d'an anvioù-lec'h brezhonek. Ma ne rafe ket daoust ha n'eo ket hon anvioù-familh a vo ret deomp gallekaat ivez ur wech bennak kement ha kas an naetadur yezhel da benn ? Daoust ha dinac'hañ o hendadoù a vo goulennet ouzh ar re zo ganto Guivarc'h, Guyomarc'h, Manac'h pe Floc'h war o c'hartenn anv, en anv rediennoù teknikel kinniget deomp evel un araokaat meur ?
Ar Post, evel an holl servijoù all e Breizh, eo pase-poent dezhañ kompren ez eo deuet mare an doujañs evit ar brezhoneg hag ar vrezhonegerien.
Gortoz a reomp ur sin bennak digant ar Post evit hon dinec'hiñ.
Lena Louarn, prezidantez Ofis ar Brezhoneg