« Diwar ar bern patatez er c'hrignol e huchen a-bouez-penn war gement ton, d'an neb a venne selaou : — Gant patatez Jili 'vez maget tud an ti ! Patatez Jili

« Diwar ar bern patatez er c'hrignol e huchen a-bouez-penn war gement ton, d'an neb a venne selaou :

— Gant patatez Jili 'vez maget tud an ti ! Patatez Jili a zo tout… disi. Jili eo ma zad. »

« E Kerango e oa lusket hor buhez gant an avel, ar glav, gwrez an douar. Muzik yezh ma bro, momeder al labour, hini ma zud, hon amezeien, ha liammoù start gant Lan ma breur, a gase dañs ar vuhez en-dro. Pegeit e padas ar vuhez-se ? Amzer didermen ar vugale. »

« ...Tamm-ha-tamm e savas c'hwezh ar gwin fall e pep korn eus an ti.. . »

Diwar neuze ez a Gwenole gant e dud hag e vreur Lan, etrezek kêr, an tier bras, bed ar skol, hini al labour, disachet ha nec'het gant ar bed-se. Kuitaet e vugaleaj disoursi gantañ, « hep hiraezh na keuz » e teu skiant dezhañ e-ser chom da ruzal war bankeier liorzh ar C'hastell-Ruz, e straedoù kêr Vrest, pe ouzh taol ostaleri ar Rouzegan : poent eo dezhañ toullañ e hent er vuhez. Sekredoù buhez an dud deut, Jili ha Mathilde e dud, re Marsou an toer, gwir vignoniezh e vreur Lan, sioulder Treñvor, faltazi Marie-Anne... hag e veaj etrezek ur vro all.

Here 2010 – ISBN 978-2-7368-0080-2 – 12 €

Skignet gant Coop-Breizh

Al Liamm

14 rue du Muguet

22300 Lannuon

pgz : 02.96.48.03.00

postel : kab@brezhoneg.org

lec'hienn : www.brezhoneg.org

Kuzul ar Brezhoneg

Pal Kuzul ar Brezhoneg zo lakaat an obererezhioù da glotañ, kenlodennañ al labour, kas war-raok, strollañ ha kreñvaat ar re a labour e brezhoneg er bed sevenadurel.
Kuzul ar Brezhoneg a stroll hag a vod abaoe 1952 kevredigezhioù a ya en-dro e brezhoneg war dachennoù liesseurt: an embann, ar c\'helaouennoù, ar yezh, an darempredoù etrekeltiek hag etrevroadel.
Pep kevredigezh ezel eus Kuzul ar Brezhoneg a chom dieub e pep keñver hervez ar pal dibabet ganti. Kuzul ar Brezhoneg n\'eo nag un ti embann nag un aozadur da gelenn brezhoneg. Ul lec\'h hag ur skoazell eo d\'ar c\'hevredigezhioù n\'o deus den gopret ebet evit kas da benn, aesaat ha micherelaat o labour. Kas a ra war-raok ul labour sevenadurel e brezhoneg en diavaez da gement strollad politikel.

Digor eo ivez Kuzul ar Brezhoneg d En savoir plus