© Domaine public

Brav an istor, dic'hortoz, gwelet gant daoulagad ur paotrig

Brav an istor, dic'hortoz, gwelet gant daoulagad ur paotrig

Boaz eo an daneveller, Kristian ar Braz, da skrivan danevelloù.Div wech trec'h e kenstrivadeg danevelloù Gouel al levrioù Karaez, embannet gantan meur a levr, setu un danevell lennet gant ar skrivagner a gomz eus an amzer a vreman : penaos bevan ar c'hraouadeg / c'henfinan, en un doare positivel ? Aze eman an diskoulm :

https://ribin.radiomenezare.infini.fr/spip.php?article528

Gant ma vo muioc'h mui a levrioù lennet, evit plijadur an divskouarn, ha pinvidigezh al lennegezh e brezhoneg !

Youtuberez, kazetennerez evit Ya, Ar Men, an Abp, kelennerez, komedianez, kanerez, konterez, filmourez, ha stourmerez war dachenn ar repuidi, gwirioù mabden, ar brezhoneg, an endro e Breizh. E penn aozadur Kan ar bobl bro Kemperle, kenstrivadeg Priz ar Vugale ha Priz ar Yaouankiz, kenstrivadeg haiku Taol Kurun, bet renerez ar festival pad ugent vloaz....