A-benn an 28 a viz Here (da 6e30 noz) - da geñver gouelioù Un automne autrement 2015 - e tay Strollad ar Vro Bagan e Pluvergad e sal an Erminiged

A-benn an 28 a viz Here (da 6e30 noz) - da geñver gouelioù Un automne autrement 2015 - e tay Strollad ar Vro Bagan e Pluvergad e sal an Erminiged da ginnig o fezh-c'hoari evit ar vugale (etre 6 ha 12 vlez) : Ar Gêr Vras.

"<i>Ar Gêr Vras</i>", Strollad Ar Vro Bagan.
"Ar Gêr Vras", Strollad Ar Vro Bagan. photographe

Kontiñ a ra istor ur c'haner o vevañ en un doare reuzeudik-kenañ en ur gêr vras : deut 'oa di da gaout bara da zebriñ hag ur vuhez welloc'h. En em gavout a ra gant ur plac'h yaouank tec'het kuit eus he bro abalamour d'ar brezel. Di-baper eo ha klask 'zo warni. Eskemm a raint o sevenadurioù, o yezhoù, o istor. Ar c'haner, a-raok mervel, a zesko e arz d'ar plac'h yaouank.

Ur pezh o komz a demoù a-vremañ an hini eo. Emañ diwar-benn an harlu hag ar pontoù a c'hell bezañ savet etre kevredigezhioù ha tud disheñvel o yezhoù hag o sevenadurioù dezhe.

Olivier Berson

Ti Douar Alre fonctionne officiellement depuis début 2013. Sa création a été rendue possible par l&#8217;engagement du Syndicat Mixte du Pays d&#8217;Auray à soutenir financièrement le projet pendant trois ans et la garantie du Conseil général du Morbihan et de la Région Bretagne d&#8217;y être attentifs. Son ambition est de fédérer les énergies (associations, individus&#8230;) pour promouvoir le patrimoine breton et proposer des animations en rapport avec lui tout au long de l&#8217;année : Bro Alre Gouil Bamdé (Un Automne Autrement), Gouel Breizh (Fête de la Bretagne), Sizhunvezh ar Brezhoneg, (Semaine du Breton), Mardis de la Dañs, Challenge Douar Alre, etc. En savoir plus